c’hoari dinsou, ar paotr a zimez d’eur plac’h arall-vro, ar plac’h en em ro, pe gant grad he zud pe dic’houzout d’ezo, d’eur paotr arall-vro, ar re-ze holl a dorr penna gourc’hemennou al Lezenn ; ouz an Heol war eun dro hag ouz ar Ouenn e pec’hont. Outo n’en em zigoro ket dorojou skedus ar C’hornog ; preiz d’ar Bleiz e vezint avat[1] ; gand o eskern e savo mibien Liros mogeriou[2] hag o ene, aet da douseg, a c’hourlammo e doun an islonk e-kreiz fank ha naered[3].
« Netra gwell, pe baotr pe blac’h e ve, eget dont diwezat da gaezoureg[4]. N’eo ket mat e timezfe paotr ha plac’h yaouank kent o ugent vloaz[5]. Rak ar vugale o defe kent an oad-ze ne ve biken par o nerz hag o yec’hed d’ar re o defe diwezatoc’h. Tremenet ganto o daou-ugent vloaz e tle paotr pe blac’h en em virout a c’henel bugale, dre ma vez peurliesa ar vugale, ganet gant tud en o diskar, gwan, klanvidik, berr ha reuzeudik o buhez.
« Ezomm n’em eus ket da lavarout d’eoc’h na zere tamm o dije paotr ha plac’h darempredou lik kenetrezo kent an dimezi. Seurt boaziou ne gaver nemet gand ar Skaled hag ar gouennou-all du ha drouk eus ar bed. Dre ma vev ar gouen-
- ↑ Bleiz debrer-tud, Rev. celt. 1904, pp. 208-24 ; 1913, p. 1-2 ; Rev. arch. 1911, p. 57 (skeudennou en tri fennad-ze).
- ↑ Kenveria, e lennegez kembraek ar Grenn-amzer, kastell Oeth hag Anoeth savet en eskern gant Manawyddan mab Llyr, Rev. celt. 1913, p. 278.
- ↑ Kenveria Naastrand ar Skandinaved, Anderson-Leclercq, p. 289.
- ↑ Kenveria Kezar VI, 21 : Qui diutissime impuberes permanserunt, maximam inter suos ferunt laudem : hoc ali staturam, ali hoc vires, nervosque confirmari, putant. Ha Tacitus, Germ. 20 : Sera juvenum Venus eoque inexhausta pubertas. Ouz ar C’hermaned e sell an diou arroudennad-se pe, da vihana, ouz ar pep gwella anezo. Diwar-benn gouenn an Hen-Gelted henvel ouz hini an alouberien a zo digouezet e kuz-heol an Europ, an eil war-lerc’h egile, betek derou ar Grenn-amzer (Franked, Goted, Angled, hag all), sellout Dr Hamy, les Premiers Gaulois, Anthr. 1906, p. 2. Kenveria Loth, Première apparition des Celtes dans l’île de Bretagne et en Gaule, Rev. celt. 1920-1, pp. 272, 276-84.
- ↑ Intra annum vero vicesimum feminae notitiam habuisse, in turpissimis habent rebus : cujus rei nulla est occultatio, quod et promiscue in fluminibus perluuntur, et pellibus aut parvis rhenonum tegumentis utuntur, magna corporis parte nuda, Kezar, VI, 21.