Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 2 1924.djvu/102

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

nou-ze e-giz loened eo ez int bet anvet dic’hlan ha milliget. Stad ebet ne reont eus gwerc’hded merc’hed nag eus emziouer paotred. En o zouez ne heuilh ket kennebeud-all an dud dimezet an emzioueri er mareveziou rekis[1].

« Henvel ne voe graet biskoaz e-touez tud gouenn Vanos, ha dre-ze eo eman gourvibien Velios dreist d’ar gouennou du en em bar kenetrezo evel chatal. Ar werc’hded kent ar briedelez, ha, goude ar briedelez, an emzioueri d’ar mareou dereat eo o deus savet diskennidi Manos ha Bena a-us da ziskennidi ar ramzed[2].

« Pa zeu eur paotr d’e oad-gour, mar deo bras, yac’h ha nerzek a gorf, iziliet-krenv, gwevn, skanv, lemm e zaoulagad hag e ziouskouarn, kadarn hag eveziek, aes da veva, ra zimezo gand eur plac’h enni an hevelep stummou-dreist, an hevelep perziou-mat. Heulient, diwar-benn engehenta, genel ha sevel o bugale, an holl reolennou diskuliet gwechall d’hon tadou gant Lugus, Belisama ha Virodakthis[3]. War o zïegez e tiskenno bennoz an doueed gwelevus o warezi gouenn Vanos hag e vezo ar vugale anezo enor ha sked hor Gouenn.

« N’eo ket gant komzou kaer, gourdrouz ha taoliou e

  1. Diwar-benn an deiziou ma tlee ar priedou emzioueri e-touez Arianed an Indez sellout Manou, III, 46,47 ; IV, 40, 128. Diwar-benn roudou eur boaz henvel e-touez Arianed an Europ hag ar mennad anezan, Frazer, Cultes agraires et sylvestres, p. 259.
  2. Lenn war ze eveziaduriou Frazer, III, p. 261, ha re S. Reinach, Cultes, Mythes et Religions, III (eil mouladur), pp. 340-2. Frazer a laka evez ez eo diwar an dlead a emziouer m’o deus gouezet en em blega d’ezan da vareou-bloaz rekis, e kemeras gouennou-tud a zo eur galeted hag eun nerz-youl n’o deus ket gouennou-all tizet da gaout. Mar deo an den gwenn dreist d’ar Morian, an Europad dreist d’an Arabiad ha d’an Aziaded-all, gouenn hanternoz an Europ dreist da ouenn ar c’hreisteiz, n’eus ken abeg da ze nemet hennez. Kenveria J. Huret, l’Amérique Moderne, I, p. 125-6 (eus ar mouladur skeudennaouek, P. Lafitte, Paris, 1910), 121-2, 124 ; II, p. 103. Cf. ivez De Mandat-Grancey, Dans les Montagnes Rocheuses, p. 14 (trede mouladur, 1894) ; Raymond Bell, Croquis californiens in A travers le Monde (stagadenn le Tour du Monde), 1902, p. 388.
  3. Virodakthis a gredfed a-walc’h ez oa eun doueez ar c’hanedigez, henvel ouz an hini ma rae ar Romaned anezi Lucina, Rev. des Et. anc. 1913, p. 455.