rumm en em ziskouezet krenv, eveziek, aketus ha gwirion, eo e piaouit breman an holl denzoriou-ze.
« Ar pez o deus graet her grit d’ho tro. Ar peadra hoc’h eus bet diganto en e bez, hel lezit war ho lerc’h en e bez d’ho mibien ha d’ho merc’hed. D’ho tro eo gouren, striva, beza krenv, eveziek, aketus ha gwirion. Na foranit ket an tenzoriou. N’o lezit ket da vont da goll. Hogen o mirit piz evid o lezel war ho lerc’h, hag int kresket ha pinvidikaet mar gallit, d’ho tiskennidi.
« Ar Vro ma vevit ne dalv nemet e kement ha ma ’z eo ha ma pad da veza eur c’hrenvlec’h didrec’hus ma c’hell ennan ar Ouenn kreski ha paotaat. Na list biken an estren, na tra fall digand an estren, da zont e-barz ar c’hrenvlec’h-ze. Ne dalv Kadarnded ha Meiz nemet e kement ha m’o lakaer da zifenn ar Ouenn. Ne dalv Pinvidigez ha Galloud nemet e kement ha ma vez graet ganto evid ar Ouenn. Er Ouenn eman pep tra ! Mirout, astenn, krenvaat, gwellaat ar Ouenn, da ze e tenn holl c’hourc’hemennou al Lezenn. Al Lezenn a-bez end-eeun n’en deus ken mennad ! »
Setu aman ar c’homzou a zeuas gant Vindosêtlos dirag an ezec’h hag o friedou, er vodadenn a zalc’hent nepell diouz al lec’h-se :
« An dimezi, an engehenti bugale, an diorren bugale, an diazeza tiegez, ar re-ze eo ar pevar feul ma ’z eo harpet warno Galloud ar Ouenn. Diwallit na vefe ket en ho touez ar pevar feul-ze ker glan, ker yac’h ha ker krenv hag arem hoc’h armou.
« An neb, hag hen nammet a gorf, klanvidik ha gwan a spered, a vev gand eur plac’h hag a c’han bugale henvel outan[1], an neb a freuz e yec’hed hag e nerz hep talvoud nag ezomm, dre ren gwall-vuhez, dre en em vezvi, dre re zibri, dre dremen e zeveziou o tidalveza, e nozveziou o
- ↑ Kenveria Manou, III, 7, 8. ; C. de Varigny, la Femme aux Etats-Unis, Paris 1893, pp. 75-81.