Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/90

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

paea an truach a rankjont d’ar poblou m’oa en o c’herz ar gouelec’hiou ez oant deut da veva enno. Bep bloaz e tigasent d’ezo eul loen-chatal bennak. A zo gwaz, e c’hoarvezas, o veza m’oa bravoc’h ar ouenn anezo eget hini ar vroidi, ez azgoulennas diganto, bep bloaz, ar roueed tro-dro, ouspenn ar pennou-chatal, eur c’hement-man-kement eus o c’hrennarded hag o c’hrennardezed, d’ober anezo mevelien ha serc’hed en o zïez [1]. Gand ar vez ! en eskemm ouz an douarou ma savent warno o lastez logouïgou, da c’hopr evid ar peurvanou treut ma peurent o saout, e c’hratae ar bagadou-ze kalon-laosk gwerza d’an Estren eur c’hement-man-kement a luriou eus o c’hig, eus o eskern, eus o gwad o-unan.

Ar bagadou-ze eo a reer anezo ar meuriadou reuzeudik a ouenn Vanos. Ar re anezo, avat, a blegas da druachi o bugale d’an Estren a anver ar re zilignezet, ha milliget eo an ano anezo. Gwall-finvezi a reas a-c’houdevez an holl vagadou-ze dre goll o gouenn evel ar re-all. Rak, da heul m’oa bet an douarou pinvidik tro-dro argadet ha gwastet, e tiredas kalz eus ar vroidi anezo, o tec’hout rag ar maro hag ar sklaverez, da glask bod en o zouez. O digemerout a rejont, o maga, o gwiska eus o gwella, hag, ouz hen ober, senti ouz al Lezenn ne rejont ken. Aman, avat, e voe al Lezenn torret ganto : pa c’houzanvjont d’an divroïdi-ze ober o annez da vad en o c’hichen, en o zouez, en-dro d’o oaled, pa rojont d’ezo da briedou o c’hoarezed hag o merc’hed. Terri al Lezenn a rejont, ha dizale e teuas d’ezo kastiz : steuzia, mont da get a rejont, ha ne vanas roudenn diouto.

Bez’ e voe, erfin, bagadou n’hall den danevella ken diwar o fenn. Ar re eo a reas hent dre ouelec’hiou, a dreuzas stêriou, koadou, steudennadou meneziou, o kerzout bepred en o raok war-lerc’h o loened-ambroug, keit ha keit-all ma voe torret pep darempred outo ha na voe ken klevet ano anezo. Biskoaz ne voe gouvezet petra ez oant deut da veza,

  1. War ar prena-krennarded ha krennardezed, Tacitus, Ist. IV, 14. Lakaat e kemm istor Bepolitanos, A. Thierry, Hist. des Gaulois, I, p. 420 (dekvet mouladur).