Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/89

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

c’hleze. Evid ar merc’hed, ar re n’o doa ket bet nerz-kalon pe amzer a-walc’h d’en em rei d’ar maro da dec’hout diouz mez ar sklavelez, a vevas, an dilerc’h eus o deiziou, e dalc’h mistri estren. Reuzeudikat buhez ! O labourat evel mitizien e tïez ar re a oa ruziet o daouarn d’ezo gant gwad o friedou, sklavezed an dud o doa lazet holl wazed o gouenn, sammet a labouriou garo, kannet, gwallgaset, ha red d’ezo, war an holl, gouzanv briatadou hag afadennou o mistri, e weljont saotret enno o-unan digemmeskted hag uhelded ar Ouenn. Engehenta a rejont ha digas d’ar bed bugale hiron a veze gwerzet gand an tadou anezo d’ar varc’hadourien-sklaved [1]). Ha, p’o devoe ar merc’hed-ze kollet, a unan gand o yaouankiz, o nerz, o c’hened, o holl zudi, e voent argaset gand o mistri er-maez eus e di, pell diouz e gloziou ; koz, digerent, diskoazell, dilezet gand an holl, ez ejont da vervel er c’hoadou gand an naon pe taget gand ar bleizi. Ar bagadou gwall-blanedennet-se, a denvala breman c’hoaz, a-wechou, ar c’houn anezo tal ar gozidi, eo ar meuriadou diouennet a ouenn Vanos [2].

Bagadou all, ha n’oant ket krenv a-walc’h da c’hounit douarou dre an armou, en em silas a goad da goad, a ouelec’h da ouelec’h, e-skeud an noziou diloar. Gwarezet gand an amc’houlou, gant deliou ar gwez, gant hir-glezeier ar geot-hesk, e tizjont diraez doun a-walc’h e-kreiz ar vro dalc’het gand an diavezidi. Menel a rejont gand o chatal war zouarou fraost ha diberc’henn. Eno e savjont o logellou hag o annez gand aotre ar roueed a-ziwar-dro. Red d’ezo kavout a-walc’h ar c’horniou-douar pella diouz ar stêriou-meur hag an henchou-bras, an douarou difrouezusa n’en doa den goulet anezo betek-hen, beva bevaïk er baourentez eo a rejont. Peurliesa o dienez hag al lec’hiou distro ma vevent a aesaas d’ezo mirout o giziou ha glanded o gouenn. Nemet

  1. Ar gwerza-bugale a zo bet lakaet en Hen-amzer war an Dhraked hag er Grenn-amzer war ar Saozon. Sellout ouspenn Notennou, X, p. 1-4.
  2. Meuriadou diouennet o lezel o gwragez hag o merc’hed etre daouarn o bourrevien. Morgan, Premières Civilisations (Paris, 1909) p. 11 ; Stanley, Comment j’ai retrouvé Livingstone (Paris, 1876), p. 188.