Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/88

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

dou-ze. Bagadou trec’h a ouenn Vanos eo ar seurt bagadou. Hogen, setu a c’hoarvezas ganto dre hir-amzer. Ar wazed anezo, ma ne voe ket d’ar rummad kenta, d’an eil pe d’an trede e voe da vihana, a ankounac’heas ar peb endalc’husa eus al Lezenn hag, estreged o fried reiz, e teuas da voaz d’ezo kemerout serc’hed a-douez merc’hed ar gouennou-tud trec’het. Ha, dre ma c’hane ar serc’hed-ze mevelien ha sklaved a c’houneze o douar hag a rae war-dro o chatal, o devoe lïes hini war eun dro da griski dre ze o labouriou. Da heul, en em gavas e pep ti muioc’h a vugale vriz-ouenn eged a vugale ouenn-rik ganet gand ar bried reiz n’oa nemeti. Hag e tigouezas ivez, — gwasoc’h boaz heman, moarvat, eged an hini kenta ! — pa veze gaonac’h ar bried, pe pa na c’hane nemet merc’hed, e tibabe an ozac’h eun hêr d’ezan a-dre ar vugale bet diwar ar serc’hed. Bez’ e tisleberas evel-se ar ouenn rik a-nebeudou ; hag int trec’h dre an armou en emgannlec’h war an estren, e voe ar brôadou-ze peur-oget ganto, e-kreiz peoc’h, a-benn eun nebeut rummadou ; e voe peurgollet an neuz-korf ha peurziviet ar gwad anezo, ken na vanas tra diouto [1].

Bagadou all a dizas ivez emziazeza e-touez ar brôadou estren. Nemet, trelatet gant re-c’hoantegez d’ar gounid ha da vadou ar bed-man, a-wel da gaout d’ezo o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratoz d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennou anezi. Sevel kevredadou gand ar brôadou estren a rejont ; o merc’hed aour-vleo a rojont d’ar wazed a ouenn estren ; en eskemm, e kemerjont o-unan, da briedou reiz, c’hoarezed ha merc’hed ar re-ze. Ankounac’haat o doueed a rejont, dilezel, en holl pe dre zarn, o giziou hag o yez da zigemerout giziou ha yez an divrôad [2]. Ar bagadou renavi a ouenn Vanos eo ar bagadou-ze, milliget an ano anezo !

Bagadennnou-zo, gand ar gwall-valc’hder-ze a weler alïes er re yaouank, a re-fizias en o nerz. Argadet ganto douarou an divroïdi, e voent dizarbennet gand armeadou re d’ezo hag e voent trec’het. Lazet e voe an holl wazed gand ar

  1. Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 260-263.
  2. Meillet, Intr. p. 406-7 ; Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 120.