Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/91

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —

e pelec’h ez oant diazezet, petra a oa digouezet ganto. Ar re-ze eo meuriadou kollet a ouenn Vanos [1].

Hogen ar bagadou a gemeras penn o hent, dre veur a wech, war-du ar C’hornog hag a zirâezas ar c’hompezennou ma red an Albis, ar Visuria, an Amisios hag ar Rênos, ar re a ziazezas war an arvor-Glas ha war glann ar Goularz, ar re-ze a zo bet miret an ano hag an digoueziou anezo, rak penn-kef ez int bet d’ar Vrôad holl-vrudet. Diwarno e tiskenn drouized, roueed, penrenerien, brezelourien, beleien, diouganerien, gouizieien, barnerien, gwerzaouerien, sonourien, barzed Keltia. Ar re-ze eo a reer anezo MEURIADOÜ GWIRION HA TREC’H A OUENN VANOS. Trec’h a vez graet anezo dre m’o deus trec’het war ar gouennou estren ; hogen, setu perak n’eus nemeto eus an holl veuriadou deuet a vro-Wenn a gement a zellezfe an ano a wirion : dre n’en em veskjont biskoaz gand ar gouennou trec’het, dre ma nac’hjont digemerout ar giziou hag ar yezou anezo ha pedi o doueou, dre ma vanjont gwirion d’al Lezenn. E kement korn-bro ma tiazezent e peurskarzent al lec’h diouz ar vroïdi genta ; n’o lakaent ket da sklaved dindano, o laza eo a raent pe o harlui holl gwitibunan [2]. A-walc’h ganto ar bried he daoulagad glas, deut d’o heul eus frankizennou ar Sav-heol, e nac’has gwazed ar bagadou-ze kemerout da serc’hed pe da sklavezed merc’hed o dremm zu eus ar vro. Dinac’ha bepred a rejont prena keveleriez ha kengarantez ar roueed estren dre rei d’ezo da briedou o merc’hed aourvlevek. Gant m’o deus gouezet dre o nerz-kalon hag o c’hadarnded diwall glanded ar Ouenn, dre m’o deus miret gwell eged ar re-all o giziou mat, dre m’o deus graet diouz al Lezenn rôet gwechall gand an doue, hon Tad, da Ariomanos, eo e tellezas bagadou an dud-ze beza anvet gand an danevellourien meuriadou gwirion a ouenn Vanos [3].

  1. Meillet, Intr. p. 55-6 ; Dialectes indo-européens, (Paris, 1908), p. 135.
  2. Broiou didudet gand ar Gelted en Hanternoz an Europ, Avienus, Ora maritima, gw. 113-9 ; D’Arbois, Principaux auteurs, p. 39; — e gourenez ar Balkaniou, Strabon, VII, 5, 12.
  3. Diwar-benn an dud ventek, o bleo melen pe ruz, e-touez an hen-boblou arian, sellout ouz Dottin, Anciens Peuples, pp. 67-68 ; Zaborowski, Peuples aryens d’Asie et d’Europe, pp. 215-291. Ar prizia glanded ar ouenn a gaver gand Arianed an Indez (lezennou Manou), gand an hen-C’hermaned (Jullian, Histoire de la Gaule, III, p. 40 ; Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 38-39), gand Iwerzoniz ar grenn-amzer (Notennou V, eil-mouladur, pp. 19-20), gant Kembreïz (Revue Celtigue, 1909, p. 277) ; ar c’hasaat giziou estren ha laza an divroïdi gand ar Skuthed (Strabon, VII, 7), gant Thraked an Daurida (Diodôros, IV, 44), gant Kolchidiz (ibid., 46), e Galia (ibid., 19), gant Kembreïz Iwerzon (Reclus, Europe du Nord-Ouest, p. 767). An ober stad eus eur vent uhel hag eur bleo melen-aour a gaver gand Arianed an Indez (Reinach, Orpheus, 3e mouladur, p. 68; Rev. de l’hist. des Religions, 1908, p. 185), gand ar C’halianed (D’Arbois, Premiers habitants, II, p. 6), gand Iwerzoniz (Notennou, X, p. 11) hag ar C’hermaned (Jornandès, De origine actuque Getarum, 1 ; Wagner, la Saga de Gunnlaug, Langue de Serpent, Gand, 1899, p. 47, n. 1).