Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/68

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

skedus an nenv, o trei he sellou glan war-du ar Sterenn, arvesti a-hed an deiz, hep skuiza, ouz Douar ar renerien leun a enor, ar wazed kalonek hag eeun, ar gwragez gwirion hag ar merc’hed fur, ouz ar vro-Wenn na veze kaset da benn enni nep gwall-ober gouest da ziskedi sklerder an deiz ha da saotra santelez an heol [1]. » An tri namm ma vez labezet ganto brud-vat ar Vrôad Illur n’oa ket anezo c’hoaz. Ne weled ket eus an evadegou-ze ma ev an den enno, diezomm ha dizec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banveziou hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun [2] ; nag eus an abadennou-ze dibaouez c’hoari dinsou pe wezbouell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, krenv ha meizek, ar pep gwella eus o amzer. An nammou-korf, ar c’hlenvedou hir ha poanius, ar marvou trumm pe re brim n’oa ket ano anezo kennebeud-all gand an nao rummad gwenvidik. « Ne wele ket ar paotr yaouank, krenv ha skanv evel eur marc’h, ar plac’h yaouank skedus, stummet da garout, o deiziou trouc’het garo en o bleunv. N’oa ket d’ar gerent ha d’ar geneiled anezo tanva glac’har ouz o leda en o geler-zero e-touez barrou tenval an ivinenn beurbad [3]. » Ar gozni end-eeun evid an dud evurus-se n’oa ket ouz he heul tuzumadur galloudeziou an ene hag an holl aridennad-ze a vilderiou hag a wanderiou a weler ken alïes hizio o tont a-unan ganti. Aner e vije bet d’it klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmou krizet a roufennou, genaouiou kamm ha dizent, choukou o kroumma dindan bouez an hir-hoal, izili treuzet gand ar remm hag ar glizi,

  1. Gand an nao rummad gwenvidik keverata ar ouenn-aour eus mojennou ar C’hresianed, Dottin, Anciens Peuples de l’Europe, pp. 25-26. — Grêna, iwerzoneg grian (gwregel) « heol ». Sellout ouz Rhys, Celtic Heathendom, p. 271-4.
  2. Diwar-benn ar vezventi hag al lontegez gand ar Gelted er c’henta hag en eilvet kantved kent H. S., sellout Jullian, Histoire de la Gaule, I, p. 342 ; II, pp. 420-421.
  3. War an ivin el lidou-kanv, sellout ar boaz miret e Breiz-Veur ha diskuilhet gant C. A. Johns, the forest trees of Britain (London, 1889), p. 341. Ivez R. Le Roux, Le Symbolisme de l’If (Fureteur breton, 1908, pp. 149-152).