Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/69

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

korfou disneuziet gant labour tenn an douar. Ar gozidi, ken paotred ken merc’hed, az tije anavezet dre o fennad-bleo gwenn-kann, o c’horf treutaet, o divoc’h war zisliva, o daoulagad skleroc’h ar glas anezo eget gand an dud yaouank. Nemet peurzounn e vane o ment ha diroufenn o dremm, ha ken an diweza termen e padent da veza skanv ha gwevn o izili ha lemm o spered. Ar maro, pa zeue d’ezo, n’oa gantan na poan nag anken, sioula tremenvan n’oa ken d’o ene eus ar bed-man d’ar bed-all. A greiz-holl, d’ar beure, e wanae o c’horf, henvel ouz eur c’hreuzeul, koazet an eoul ennan hag o vont da vouga. Eur vouez-pell, o tont eus ar c’hlann-Veur e-lec’h ma sav dorojou ruz an abardaez, ha n’halle he c’hlevout nemed an den toc’hor hepken, a hiboude en e skouarn ouz e c’hervel dre e ano. D’ar c’halvadenn-ze en em zistage hep bre na striv an ene diouz ar c’horf. D’eun alarc’h gwenn ez ae neuze [1]. Heman, oc’h enaoui diwar vrennid an hini maro, a flape e ziwaskell hag a gemere e nij war-du ar C’huz-heol. Aet evel-se d’eun alarc’h gwenn-kann, e tiraeze an ene mor ar C’hornog hag e treuze anezan war-lerc’h an heol, gwech diwar neunv, gwech diwar nij. Pa zeue, goude, da blega e ziwaskell skuiz o steki e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traez an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-man d’ar mor, hag a ranke adwiska eur pennadig c’hoaz d’en em ziskouez dirag ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn striz ma teu drezi an eneou da gompezennou gwenvidik Aballo [2]. Hogen, an emziskouez-se, ker garo da dud ar gouennou all, n’oa ennan evit mibien Vanos na kren nag aon. Ar Roue galloudek, a zo war c’hed er C’hornog pella, n’oa ket evito eur bleiz rankles, draster eneou ha lonker korfou maro [3]. Eun tad-koz ez oa-hen, leun a vadelez, o dieube diouz o c’horf aet teuc’h

  1. An alarc’h e kreansou hen-boblou hanternoz an Europ, Déchelette, Manuel d’Archéologie, Age du bronze, pp. 418-453 ; Anthropologie, 1921, p. 175-6 ; Rev. celt., 1913, p. 185 ; Rev. arch., 1901, II, 42-50.
  2. « An Avalenneg ? », D’Arbois, Etudes grammaticales, p. 65*,107* ; Dottin, Manuel, p. 119.
  3. Doue ar Maro skeudennet gant Kelted Galia evel eur bleiz debrer tud, Rev. celt., 1904. p. 208-24 ; 1913, p. 1 ; Rev. arch., 1911. p. 57 (skeudennou en tri fennad-skrid-ze).