koulz, noz ha deiz. Neuze n’oa ket ano c’hoaz a laeradennou, a beilhadegou chatal, a skrapadennou merc’hed, a emgannou etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezeliou diwar orged, direiz-vennad, drouk-youl, gwall-c’hoant d’an emvrud, d’ar preiz, d’ar pennou trouc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re-all. Ar rouanez hag an henaourien, digammwidre o ene, a veze dalc’hmat leun a eeunded hag a furnez. Ar baotred yaouank, sounn evel gwez-pin, stard evel gwez-derv, a oa kalonek ha kadarn, doujus d’al lezenn, d’ar renerien, d’ar gozidi. Bleo-melen ha gwenngen, kaer-zremmet ha neuziet-koant, helavar ha didennus, gredus d’al labour ha seder ez oa ar merc’hed yaouank ; en o darempredou ouz ar baotred n’oant na pennou-avel, na brageerezed nag oriadezed. Bep bloaz, dindan bolz c’hlas ar c’hoadou ez tije gwelet ar re yaouanka en o zouez o tius etre ar baotred yaouank kenouenn ha kenoad ganto peb a geneil. Da heman, anezan danvez kile o buhez, danvez o fried, e kinnigent an aval melen-ruz edont o paouez kuntuilh : « E kement lec’h ma vezi-te, Karêios, e vezin-me, Karêia. » Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dourn, ne glaskent ken diwar-ze plijout da zen all ebet nemet d’ezan hepken. Ar baotred, diouz o zu, a oa e-kenver ar plac’hed yaouank leal ha leun a enor ; ne glaskent nag o zouella nag o gwalla ; ha ne save etrezo na droug na kenoaz diwar-benn merc’hed. Bet gantan e aval, ar paotr n’en deveze ken sellou na karantez nemet evid ar vignonezig koant penn-melen he doa e rôet d’ezan [1].
Bez’ e voe an amzer-ze, gouez da Zezrevell an nao rummad gwenvidik, an amzer « ma c’halle Grêna, merc’h
- ↑ Diwar-benn an aval a garantez, sellout ouz Gaidoz, La Réquisition d’amour et le Symbolisme de la pomme (Annuaire de l’Ecole pratigue des hautes études, section des sciences historiques et philologiques, 1902, pp. 5-33. Karêios (gourel), Karêia (gwregel) « dellezek a garantez ? gouest da garout ? » An dilostger é a zo deuet da wy e kembraeg, da oe, ou, e brezoneg, hag e talv al lostgeriou-ze kement hag -able, -ible e galleg. Karadou « da veza karet » a oa eun ano-plac’h e Breiz en trizekvet kantved, Ernault, Gloss. moyen bret., p. 178.