ha frouezus, an douar, hep teil na temz, a daole greun e-leiz. Er peurvanou e tiwane ar gwella geotou. Ne voe merzet nag ar poullou-taouarc’h o vont war griski nag ar geuniou o frankaat, nag an toullou-kurun pe ar pradou krenegellek o paota. Dindan pep tôenn-blouz, dindan pep kledour-raoskl, e kreske ar vugale yac’h ha niverek, bleo-melen ha kaer, beo-birvidik ha seder. Bep bloaz e weled ar vouc’hal hag an tan o tigeri frankizennou er c’hoad, ha diwar ludu al loskadegou o c’henel parkou nevez, peurvanou nevez, hag o sevel tïez nevez da gledouri tiegeziou nevez. Holl yaouankizou gouenn Vanos eo a oa o teurel hadou, evel gwenan, da bep nevez-hanv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tuda ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennou ar Vrôad [1].
Ha karet, meizet ha miret ez oa al Lezenn gand an holl beteg en he fisa gourc’hemennou. Hounnez, m’hen tou, a oa eun amzer venniget dreist an holl amzeriou, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierez, na touellerez, na dizeeunder, na gourven, na buanegez, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniez, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir. Neuze e veze an den evid eun den all a ouenn hag a vro gantan dalc’hmat eur breur hag eur mignon, gwirion en e oberou, gwirion en e gomzou, gwirion en e venoziou. Ken dizanat edo an avoultriez ma n’oa gand ar yez ger ebet d’hec’h envel, ha n’he doa pourchaset al lezenn kastiz ebet d’ar seurt torfed. Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant peb-unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gand an holl gwitihunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, d’ezo da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep
- ↑ Diwar-benn an difraosta koadou dre loskadegou boaziet gant kosa henvroïz hanternoz an Europ (ar Finned), sellout Quatrefages, Hommes fossiles et hommes sauvages (Paris, 1884), p. 582-583. Lakaat e kemm gant an daolennad-man diwar vojenn eus buhez an Arianed kenta an hini a c’hellfed a-walc’h tenna eus studiou ar genyezoniez ha furchadennou an henoniez, Zaborowski, Peuples aryens (1908), pp. 292-425.