beadra an doueed. Ha gant diskennidi Vanos edo Ti an Daou kehelet-tre : sellet e veze outan evel kreizenn sakr ar Vro, kalon ar vrôadelez, hag ar vammenn ma teue d’ezo pep bennoz ha pep hoal-vat.
Eun amzer a beoc’h doun, a verz dispar, a eurvad leun ez oa-hi, — a-unvan eman holl hen-zanevellou ar poblou evit hel lavarout, — p’edo mibien ha merc’hed Manos o veva e frankizennou heoliek koadou ar Sav-heol, ma vezent gweladennet eno gand an doueed. Peur-rannet ma ’z oant diouz an dud all gant gouelec’hiou ledan, n’oa ket d’ezo dizarbenn argadegou ha beza dibaouez, o armou ganto en o daouarn, war c’hed a-hed harzou o bro. Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoaz oc’h ergerzout a-vagadou henchou ha gwenodennou, oc’h en em zila beteg er c’hêriadennou pella, o weladenni ar mereriou distrôa, en eur hada e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezou-micher diwar zourn estren, an dizurz hag an dizunvan, o vreina kalon ar yaouankizou dre o c’homzou hag o skoueriou, o hoala ar renerien hag an henaourien d’ar gwall-c’hoantegeziou, d’ar grezni ha d’an uhelegez, oc’h atiza an holl da c’hoantaat ez direiz kemm ha nevezinti. Pe gweladenn seiz-vloaziek an doueed vadelezus eo a reas, pe nerz kanennou galloudek Matugenos eo a gendalc’has war ziskennidi Vanos beteg an navet rummad, pe c’hoaz dre ma touje ha ma heulie an holl al lezenn rôet gant Dis Atir da Ariomanos an hini e voe ? Bepred, en holl varevez-se, a vez graet anezan gant an hen-zanevellourien Marevez an nao rummad gwenvidik a Ouenn Vanos, ne voe na klenved na merventi war al loened ; ar buoc’hed, an denved hag ar givri a rôas dizehan eur builhentez a laez. Hir ha tomm e oa an hanvou, hag i dazgleboret gant glaviou distanus. Yenien hag erc’h, da heul ar goanvou, n’oa ken anezo nemet kement hag a vije red da wellaat ar parkou ha da zigas an trevadou da vad. Druz