Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/64

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

zourn tri faotr yaouank ha teir gwerc’hez diuzet. Kefridi ar c’houec’h-man ez oa derc’hel an ti kempenn ha naet-flamm, pa na dlee poultrenn ebet na koc’hienn dont da intra kannded ar muriou, al leur hag ar framm, lufr an arrebeuri, sked ar c’haeraduriou hag al listri-aour. Gwir en doa ar c’hoziad a rene warno, pa gave d’ezan e laoskent an distera war ar gefridi-ze, d’o skei ha zoken, ma adfeilhent en o gwall, d’o laza, hep m’o dije galloud o c’herent da denna dic’haou dioutan. Eur poellad all gand ar re-ze ez oa digas dour, trouc’ha keuneud ha derc’hel tan war enaou. Daoust pe aon a oa na zisleberje an traou gant glebor diwar ar c’hoadou tro-dro, pe uheloc’h abeg a zeue kentoc’h diwar ar C’hredennou, maga tan war an oaled a raed dibaouez. Ouz an teir gwerc’hez dreist d’ar re-all e selle an evesaat ouz an tan peurbad-ze. Nemet, bep seiz vloaz, da zerc’hent deiz donedigez an doueed, e veze lezet da vervel. Skuba ha peurskarza an oaled a rae ar gwerc’hezed, hag ec’h enaoue an Evezier eun tan nevez dre rimia daou brenn an eil ouz egile [1]. Ouspenn, pe evit derc’hel sec’h-mat diabarz an ti, pe e sell eus eur mennad-kredenn bennak, edo ar voaz, kellïes ha m’edo digoumoul an oabl, da zigeri frank dor an ti, evid rei digemer ennan d’an heol. Nemet pa ’z ae heman da guz ne serred ken war an ti. Digoret-frank e veze ivez an toull-moged war an dôenn anezan.

N’oa da ziwall Ti an Daou na harz na strollad brezelourien, pa n’oa ezomm ebet anezo. A-hed leoiou war leoiou gwezegou, strouezegou digenvez, stêriou ha geuniou didreuzus a zisranne, c’hoaz d’ar mare-ze, bevennou douar Manos diouz ar broiou dalc’het gant gouennou estren. Argadennou-noz ar breizerien diouto n’oa ket d’o douja. Evid ar veajourien a-ziavaez, rouez e oant, anavezet gant renerien ar boblad, ha n’en dije kredet hini anezo teurel e zourn war

  1. Lakaat e-kenver an teir vestalenn e Rom, hag an diou werc’hez gouestlet da azeulerez an heol e bro an Huperboreaned (Herodotos, IV, 33, 34, 35). Diwar-benn an talarou-tana, pe vinviou-enaoui-tan boaziet gant Hen-Europiz, sellout Déchelette, Manuel, Age du bronze, pp. 298-304 (skeudennou) ; Rev. archéol., 1921, pp. 132-5.