Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

Adaqi, ar ramzez fur, o mamm, he doa diwallet da enaoui dre gomzou dievez an emc’hloar en o c’halon.

Pa gantreent o-daou dre heoliennou ar c’hoad pe dindan skourrou ar gwez bras, o vont eus ar binenn d’an dervenn, eus an ivinenn d’an dilhenn, eus ar vezvenn d’an eflenn, petra e oa o diverrou-amzer ? Ervat o anavezomp : tantadou a enaouent gand avalou-pin ; gwriziou ha louzaouennou yec’hedus a glaskent ; bleuniou a gutuilhent d’o flezenni e kurunennou ha garlantezennou ; ar brava amprevaned askellek a bakent ; krugellou-merien a zispennent da gerc’hat viou merien d’ar c’hilhog-gouez bras ha d’an evned all. Heulia a raent tad-koz blevek ar c’hoad (da lavarout eo an arz), war e dro da vela hag e rannent gantan e breizadenn ; gedal a raent ar gwinverig gell o fringal, selaou ouz kan an evned, ha, d’an noz, da skleur al loar, en em zila war ribl an dour, da spia miled ar c’hoad, kezeg, moc’h, kirvi, tirvi gouez, o tont, a-vagadou, da zoura. Kement-se holl ha kant ha kant a draou all c’hoaz, evel o digoueziou, o c’hoariou, o zroiou gand al loened a veve war o zro, ha dreist-holl o divizadennou gand an dourgi hag avank koz an aven, a zo doun e koun peb-unan. Bez’ ez eus anezo kanaouennouïgou diniver ha danevellouïgou a zo bet dezrevellet a vepred gant mammou Keltia d’o reouïgou hag a vo dezrevellet ganto da viken. N’eus ket nemeur da arvari e c’hallfe an holl draou-ze koueza, eun deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegi aman, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent d’ezan da goun envoriou ker e oad tener. O c’hlevout a c’halv en-dro davedomp taolennadou a bell-pell, hag a laka da adveva trivliadou-kalon a wechall. Pa gantree Kassignatos, gand e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzou o c’houriza kêriou poblet-ec’hon an darn-ze eus ar bed, pe e vijent war ar maeziou ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war henchou poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hiou dizour ha dic’hlazvez bro Sour [1], ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, eun danevelladenn pe ma kroge gand eur ganadenn

  1. Bro-Siri. Diwar Tsour, ano semitek kêr « Tyr ».