Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/40

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

diwar-benn amzeriou kenta Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezet eun aezenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonou, hag int ker kras hag hon dilhadou, hor c’hlaoiou-brezel, ha sternadou hor c’hezeg. Ar bed estren en-dro d’eomp ne welemp mui-ken ; an heol estren a-zioc’h hor penn ne zuilhe ken d’eomp-ni hor c’hroc’hen. Heol kunv ha seder an Hanternoz eo a bare war hon eneou ! Dirag hor sellou e tremene peurvanou glas Keltia, ha koabrennou gwenn hec’h oabl. Blejadeg he saout a glevemp ha garmadeg he garaned. Frond he c’hoadou a c’houesemp ha tourni lirzin he gwazredennou, a-dreuz kant ha kant a leviou, a zigoueze beteg ennomp.

Hennez eo galloud ar geriou hag an envoriou war galon mab-den !


Karantez ha dimezi Manos ha Bena.


Evit Manos ha Bena, e oar an holl petra a c’hoarvezas ganto. Kriski a rejont ha, dre ma kreskent, e teue dishenvel neuz d’o c’hengarantez. Ne wele Manos maouez ebet nemet Bena, na Bena gwaz ebet nemet Manos. Hag int kaer kenan, ha yaouank ha karadek o-daou ! Adaqi, mamm Bena, a oa anezi eur gaer a vaouez, ha d’ezi bout diwar gouenn ramzed an Noz. Hervez kanenn Vopiskos e oa he bleo gell-ruz, he daoulagad glas-louet ha birvidik en he fenn, he dremm hir-gelc’hiek, ha gwenn-kann liou he c’hroc’hen. Mentek ez oa, krenv ha mistr ; aes ober ganti, digroz ha didabut, tra souezus evid eur ramzez. Dibaot e kleved ger ganti, nemet komzet e veze outi. Naet-tre e oa pep tra warni hag en-dro d’ezi ; eskuit e oa hag oberiad, o veza dalc’hmat gand eul labour bennak. Kanenn ar Garnuted he diskouez, a-vec’h ma ’z eo buoc’h Gobanniu en em gavet en he heolienn, o poelladi kerkent d’ober gand al laez anezi eur c’heuz bras. Dizaouzan e oa, ouspenn, ha kadarn ; war a lavar d’eomp kanenn Vopiakos, eur goaf hag eur vouc’hal ganti en he daouarn, e tifennas meur a wech ouz ar bleizi he daou vugel nevez-c’hanet