Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/38

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

kedas o ganedigez, — ne livirin nemet nemeur a dra, daoust ma ’z eo kement-se, a gredfen, en eur stumm, ar pep hoalusa eus hon hengouniou. Buhez daou vugel o kriski e pep dishualded e voe o hini, ouz o floura bemdez aer c’hlan ar gouelec’h, e-kreiz ar c’hoadou bras, an doureier diroll hag ar rec’hell, hep ken darempredadur nemed o mamm, al loened pevarzroadek, an evned hag an amprevaned. Adaqi merc’h ouiziek ar gwezegou, he doa o c’helennet war gement a ouie hec’h-unan. N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnïenn ebet o tiwana war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilha war e c’horre pe o c’hourvez en e goundouniou, na ouvezje Manos ha Bena an ano hag ar perziou anezo. Evn ebet o nijal en oabl, pesk o neunvial en dour, loen o kerzout pe o torc’houenia war donnenn c’hlas Andelitana [1], na anavezjent o ano, o doareou, o buhezegez ! Diouz an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an nenv noz ha beure, liou an heol ha doare al loar, e c’houient diougani an amzer. Anoiou ar stered a anavezent, ar re zigeneil pe ar re emstrolladet a luc’h a-hed an noz en oabl, kerkouls hag anoiou ha buheziou an doueed a ra enno o annez [2]. Dindan envor ha dre ar munudou e c’houient nesanded ha kuriou ar ramzed, an anoiou anezo hag al lec’hiou m’o c’haver, pe war c’horre pe e koundouniou an douar, pe war harzou ar bed. Diskuilhet he doa Adaqi d’ezo gwir-zoare ar bed, kevrennadur an douarou hag ar moriou war e c’horre, neuziadur an douarou-Bras hag an enezennou ; desket he doa d’ezo dezrevelladur ganedigez ar bed hag an darvoudou tonket d’ezan.

Eus an holl ouiziegez-se ne denne Manos ha Bena lorc’h ebet, dre na welent war o zro den a gement a vije bet da d’ezan o c’hamm-veuli hag o c’has da fall. Ha, diouz he zu,

  1. Andelitana a dalv, moarvat, « an hini ledan meurbet ». Gand an Tarzek eo bet savet al les-anv-ze d’an Douar sellet outan evel eun doue pe gentoc’h eun doueez. Ande- ha litano- a gaver e lies ano hen-geltiek.
  2. Lakaat e kemm an anoiou kembraek Cerbyd Arthur « the Great Bear », Ariaurhod « Corona borealis », Llys Don « Cassiopeia », Caer Wyddion « hent sant Jalm ».