Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

gwiskas gant kroc’hen ar bleiz, he bevas gant kig gouez, hec’h armas, he c’hentelias war gement a dle mab-den da c’houzout, ha dre ze eo he deus savet dreist d’an holl ouennou all, e trec’has war vrôadou an douar, e teuas ar roueed anezi da roueed ar bed [1] hag e tigouezas en he ferz impalaeriez ar bed. Dre m’eo bet engehentet gand eun doue, evesaet en he yaouankiz gand eun doue, kelennet gand eun doue, eo e trec’h ar baotred hag ar maouezed anezi war baotred ha maouezed broiou all an douar e ment, e nerz, e skanvded, e gwevnded, e kened, e sked, e gwennded, e meiz, e kadarnded, en eeunded, e gwirionded, en helavarded, e barzoniez, e gouiziegez, en hesonerez, en ijinou-kaer ha mecheriou, en oberiadou ar peoc’h kerkouls hag e re ar brezel. »

N’eus, en deraouenn-ze, neb stambouc’ha, neb brasaat, neb c’houeza ar wirionez. Dreistelez ar Gelted d’an holl vrôadou all eus ar bed a ranker breman he digemerout da splann hag anat. Ha beza d’ar gouennou all en em veuli m’o deus doueed da dadou, ne vir ket se na ve an doue, tad-engehenter ar Gelted, ar galloudeka hag an doujeta, pa ’z eo-hen Tad an Ankou ha Porzier dor an Anaon hag, evel m’hen lavar Teutâtis, en danevell a reer anezi Dieubidigez seiz kant hanter-kant maouez Manos, « an Uhel-hini e tle, eun deiz, kement en devez buhez, ramzed ha doueed zoken, dont d’e c’halv ha soubla d’ezan gant izelded-kalon ha doujans hag en eur sioulded leun a bedenn. » Setu perak reiz-mat e ra anezan kanenn ar Garnuted « an den-meur e pleg an holl outan, ar pengadour doujet ma sav an doueed zoken dirazan en eur devel ».


Bugaleerez Manos ha Bena.


Diwar-benn bugaleerez Manos ha Bena, — pe Eburos ha Derva, evel m’o anver ivez diouz an diou wezenn a was-

  1. Kenveria an ano biturix « roue ar bed » a veze graet gant Kelted an Douar-Bras eus o roue-meur, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, II (ar Renerez, al Lezennou hag ar Gevredigez), p. 11-2, An Oriant, 1912.