Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/32

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —

mor ma tastumer ar goularz. Hinoni a rae an amzer, glas ez oa ar mor, hag ez oa el lec’h m’en em gave eun dachennad traez gwenn marellet a gregin hag a c’hoularzennou digaset gand an tonnou-mor. Dindan c’houezadenn Avelio e teuas ar pevar zra-ze : mor, traez, kregin ha goularz, da geja, d’en em gemmeska, o steuï eur c’horf-paotr hag eur c’horf-plac’h, e rôas an doue ar vuhe d’ezo. Eus ar c’houblad-man e vije deut gouenn ar Gelted. Ha, gouez da Iberiiz, eus liou ar peder elvenn ma voe krouet ar genta kerent anezo e tenn ar Gelted ar pez a laka o gouenn en he stumm dioutan e-unan etre holl ouennou ar bed. Eus an traez e teu d’ezo gwennded o c’hroc’hen, eus ar goularz melended o bleo, eus ar mor glasted o daoulagad, eus ar c’hregin liou damruz o divoc’h hag o ivinou.

Setu aze petra a zanevell ar C’hresianed hag Iberiiz. Evit Kaldeïz hag Ejiptiz, a zo, moarvat, eus an holl boblou am eus gweladennet ar re gosa hag ar re zesketa, pe ne ziskleriont netra diwar hor penn, pe adlavarout ne reont ken ar pez o devez klevet gand ar C’hresianed.

Dont a ran breman d’ar pez a zesk d’eomp kelennou a-rumm-da-rumm, danevellou ha kanennou sakr hor pobladou. Ha, da staga ganti, setu petra a lavar kanenn beleien ar Senoned [1], deut d’ezo eus an amzeriou pella, diouz m’hen diskleriont hag evel m’hen diskouez anat ar yez end-eeun m’eo bet savet enni : « Gouenn ar Gelted, eun doue eo he c’hrouas, eun doue hec’h engehentas, — En Amzer-gent, — Pa skede falz aour Eskios [2] en tenvalded an oabl, — Ma yude ar bleizi hag en em stlejent e-mesk dibourc’h ar c’hoadou, — War askre yen an Douar. — Eun Doue gwisket gant kroc’hen ar bleiz, a ouzoc’h holl an ano anezan, hec’h engehentas dindan an deliaoueg, — Hag Adaqi he dougas, hag ar bleizi bawet (gand ar riou), war vervel (gand an naon), a davas hag a grenas en amc’houlou [3]. »

  1. Poblad Galia a oa Agedinkon (breman Sens = *Senones) ar gêr-benn anezi. Diwar seno- « hen » pe diwar ar wrizienn-c’her sen « tizout, gounit » a gaver er verb iwerzonek co-snaim « e klaskan gounit », D’Arbois, Eléments de la grammaire celtique, p. 14.
  2. Kenveria an iwerzoneg esce, esca « loar ».
  3. Diwar-benn Dis Atir hag ar bleizi, sellout ouz S. Reinach, Bronzes figurés, pp. 161-4 ; ar Bleiz hag ar Maro, Rev. celt., 1904, pp. 208-24 (skeudennou), Rev. archéol., 1911, pp. 57-60 (skeudenn) ; Bleiz Meur ar C’hornog, Rev. celt. 1913, p. 1.