Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/31

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —

vezont dismegansus ouzimp-ni. Evelato, kement ha diwall na vefe tamallet d’in lezel er-maez eun dra bennak, ez an da ziskuilha e berr gomzou ar pez am eus klevet diwar-benn se er C’hres hag en Iberi.

Hervez ar C’hresianed, ar c’henta eus an holl Gelted e oa eur ramz, e ano Keltos ; hag evel-se eo e vez diskleriet ganto al lans hag an trec’h o devez warno ar Gelted er vent hag en nerz-korf. Ker pouezek eo an trec’h-ze ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihana brezelour hor strollad, Bersos [1], mab Kastos, eun hanter-benn c’hoaz uheloc’h eget ar brasa eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourennadeg war ar c’hrenva anezo. Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigez Keltos : An doue a reont anezan Herakles, hag hen e meur a genver henvel a-walc’h ouz Teutâtis ma c’hallfe beza an hevelep den, en dije ergerzet gwechall an Europ war he hed, evit skarza diouti an euzadennou, ar ramzed hag an dorfetourien ouz he moustra hag he gwasta. Digouezet e Galia ha digemeret e ti ar roue Pretanos, e kouezas e karantez merc’h heman, hec’h ano Keltina. Hec’h eureuji a reas, hag eus an dimezi-ze eo e voe ganet Keltos [2]. Ouspenn, e lavar ar C’hresianed en devoe Herakles eus Keltina eun eil-vab, peur-henvel ouz ar c’henta, a voe rôet d’ezan gand e gerent an ano a « Galatos » [3]. Eus maouezed all en dije bet Herakles mibien c’hoaz, daou anezo o ano Illuros hag Iberos, bet gourdadou Illiriiz hag Iberiiz.

En Iberi em eus klevet eun danevell all. Evel-hen e tezrevellas d’in, eun deiz, eun den uhel e garg en e vro, Burbeken mab Ilkaten [4], diwar-benn ganedigez hor gouenn hervez ar vojenn-varz o redek e-touez e bobl. An doue a reont anezan Abelio pe Avelio [5] hag a ziskouezont o kantren dalc’hmat dre ar bed, a zigouezas, eun deiz, war glann ar

  1. Ar brezoneg berr, kembraeg byr, kerneveg hag iwerzoneg ber, a c’houlen en o raog eur furm hen-geltiek *berso-.
  2. Kenveria al latin celsus pe an hen-c’hermaneg hildja « emgann », hildis « brezelourez », a zalc’h lec’h furmou rag-germanek *keltia, *keltis, D’Arbois, Premiers Habitants, II, eil mouladur, p. 350, 420-1.
  3. An iwerzoneg galde « kadarn, kalonek », a zalc’h lec’h eur furm keltiek galatios, D’Arbois, Intr. a l’ét. de la litt. celt. p. 14, n. 1.
  4. Diwar-benn an anoiou iberiek-se sellout Philippon, Les Ibères (Paris, 1909), pp. 183-184.
  5. Philippon, Les Ibères, p. 209 ; Rev. des ét. anc., 1916, p. 265.