Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/30

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

ha Mâtir (da lavarout eo an Tad hag ar Vamm) a zo deut diouto hor poblou, hor gouenn-dud [1].

Evid ar gouennou all a boblas an douar, ez int diwanet, er goudevez, darn anezo eus ramzed an Noz, ar re all eus doueed ar Goulou, ha da vammou o devoe c’hoarezed ha merc’hed an arc’houereed a vev e douriou ar stêriou, e gwez ar c’hoadou, e rec’hier ar meneziou. Setu ar pez a zaneveller er santualou, a zesker e kelenndiou an drouized, hag am eus-me desket e bodadegou ar ouizieien ha henaourien meuriadou ha pobladou Keltia.


Ganedigez Manos ha Bena [2], ar c’henta gour hag ar genta maouez.


Ez an da zezrevell breman, gant muioc’h a dro d’am displeg, ar pez am eus klevet diwar-benn istor ar Ouenn uhel ha kaer dreist d’ ar re-all, brôad holl-vrudet hag aotrouniezus ar Gelted.

Da genta-holl, ne deus ket a lec’h da zalea pell gand an danevellou o redek e-touez Kreisteiziz diwar-benn hon Amzer-gent, rak ma ’z int mojennou diskiant, ya, pa na

  1. *Belios, eus ar wrizienn, bel « mervel », a zo deut da « Bile » en iwerzoneg. Hogen, tad Mile, gourdad Iwerzoniz, eo Bile. Diwar-benn an anoiou-ze sellout D’Arbois Cycle mythologique irlandais, pp. 224-226. Lakaat e kemm kredenn Kelted Galia diskuilhet gant Kezar : Galli se omnes ab Dite Patre prognatos praedicant, idque ab druidibus proilitum dicunt (VI, 18). War Dis Pater sellout Dottin, Manuel pour servir à l’étude de l’Antiquité celtique, eil mouladur (Paris, 1915), p. 303. Adaqi a zo ouz hen ober diou gevrenn-c’her e henvel an eil anezo beza diwar an hevelep gwrizienn hag al latin aquilus « tenval, gell ». Ar ger iwerzonek adaig « an noz » a vije, henvel a-walc’h, en e raok eur ger hen-geltiek *adaqi. D’Arbois, Eléments de la Grammaire celtique (Paris, 1903), p. 22. — Mâtir a zo aet d’an iwerzoneg Mathir « mamm », d’an hen-vrezoneg moir-, krenn-vrezoneg mozr- (e motrep, mozreb, « moereb »).
  2. Manos, hen-vrezoneg man « gwaz », en anoiou-tud evel Morman (breman Morvan), keltieg *Morimanos « den a vor ». Bena, hen-iwerzoneg ben « maouez », kembraeg bun, brezoneg ben, en eben (an eil hag eben, evit he ben), D’Arbois, Famille celtique, Paris, 1905, p. 99. Lakaat e kemm ar beotieg bana « maouez », furm rannyezel ar gregach gunê, Rev. celt., 1901, p. 24.