Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevez ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa goueze an douriou sakr eus ar c’hrec’hiou nenvel, — Ha ma luc’he seiz liou ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he magas gant laez he divronn ramzez, — En Amzer-gent. — He c’hibella a eure er gliz, — Hag he sec’ha en aezenn-veure. — He gwaskedi a eure dindan skourrou an dervenn ; — Eur c’havell a reas d’ezi e gwask gwriziou an ivinenn ; — Gant deil spilhaouek ar binenn, ha marbleo evned ar c’hoad. »

« Gouenn ar Gelted, an arz hag an tourc’h-gouez a eveseas outi, — En Amzer-gent ; — P’en doa pellaet an Tad da stourm ouz ar bleizi [1]. — Hag en em stlejas an naer, hag e teuas ar marc’h da beuri en he c’hichen. — An erer a astennas e ziwaskell a-zioc’h he fenn [2] ; — Adaqi a lakeas he zreid war gein kroumm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gluda war he skoaz ha da gomz d’ezi e pleg he skouarn [3]. »

« Adaqi a ganas war ar c’havell ar c’hanennou sakr diwar-benn Derou ar bed, — Ganedigez an doueed, yaouankiz an doueed, ha dimeziou an doueed ha maro an doueed [4]. — Gant son ar vouez e voe luskellet an daou vugel nevez-c’hanet, — Ar breur hag ar c’hoar, Manos ha Bena, Eburos ha Derva [5], Atir ha Mâtir, — Ganadur ar bleiz, krouadurien an Douar. »

  1. S. Reinach, Orpheus, trede mouladur (1909}, p. 172 ; Bronzes figurés de la Gaule romaine (Paris, 1894), pp. 137-185.
  2. Rev. de l’hist. des religions, 1910, II, p. 147-53.
  3. Renel, Religions de la Gaule (Paris, 1906), p. 205 ; Anderson-Leclerq, Myth. scand., p. 64.
  4. Diwar-benn kanennou ha danevellou ar Gelted koz savet da daoliou hag oberiou an doueed, sellout Jullian, Hist. de la Gaule, II, pp. 126-127, 141-142, 146-148, hag ivez De la littérature poétique des Gaulois, pp. 2-3 (tennet eus ar Rev. archéol., 1902, I, pp. 304-327).
  5. Eburos, iwerzoneg ibar « ivinenn », brezoneg evor, ano-gour er marevez kelt-ha-roman, D’Arbois, Recherches, p. 168-70 ; Derva « dervenn », ano-plac’h war eun enskrivadur eus ar Bannonia-Izela, D’Arbois, Cycle Myth., p 224.