ar baotred hag ar merc’hed ma c’hoarvezent anezo ; ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou a savjont, ar poblou hag ar rouanez a drec’hjont. Hag, evel m’em eus hel lavaret, eus ar seiz strollad-ze gwenn, gwirion, trec’h, eo e tiskenn ar fured, ar ouizieien, an drouized, ar veleien, ar rouanez, ar vrezelourien, ar varzed hag ar werzaouerien a Geltia .
Hervez m’eman brud gand ar C’hermaned [1], p’en em ziskouezas Belios da Ariomanos, evel-hen e komzas outan : « Eul lezenn a roïn d’it na vo nemed ar re grenv, ar re gadarn, ar re eveziek a gement a vefe barrek d’he mirout. E sell a ze e vezo graet anezo Keltas « ar Stourmerien, an Emgannerien-dreist », Galatas « ar Gadarned », Katuriges « Rouanez an emgann », Bogi « ar C’hounezourien-vroiou » [2], Kavari « ar Ramzed ». An holl anoiou-ze a zellezint, rak, ouspenn ma vezint-i ar re gaera, ar re grenva, ar re gadarna eus an dud, trec’h e vezint e kement-man d’an holl ouennou all : En em zamesaat a raint-i, o tont da vistri d’o c’horf, d’o c’halon, d’o spered, en hevelep doare ma vezint mistri d’o c’hezeg. O ren a raint dre ar bed, difazi, dideuk ha di-gouez, en doare ma renint o c’hezeg dre an tachennou-emgann. Hag, en abeg da ze, e roin d’ezo ar gopradur-dreist : « Ar Vindomagos (Gwenva) gand e levenez, e vleuniou, e saout hag e verc’hed dinamm, a vezo d’ezo. »
Pa seller ouz dezrevellad diazezadeg ar seiz bagad e kompezenn an Teir Stêr, evel m’en em ziskuilh ouzimp e kanennou ha danevellou koz ar poblou hag ar meuriadou, e souezer ker pervez ha ma ’z eo bet sevenet komzou an doue, tad hor Gouenn.
Rak an dibab eus yaouankiz ar vro-Wenn eo, hep neb gaou, a loc’has neuze eus ar Sav-heol d’ar C’huz-heol. Bet kelennet gant Lugus ha Belisama hag o kas ganto en eur vont war-raok, garanet doun en o fenn hag en o c’halon,
- ↑ « Germaned » ne verk ket aman gourdadou an Alamaned, hogen ar poblou keltiek manet war glann dehou ar Rênos. Diwar-benn gwir dalvoudegez an ano-ze sellout ouz diweza pennad an Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur, p. 29-30.
- ↑ Hervez D’Arbois ez eo diveret Bogios, Boios eus ar wrizienn-c’her bog « e torran, e skrapan tra ar re-all », a gaver er sanskriteg, bhag, bhang, hag en hen-iwerzoneg, bog, bong, bach, Phonétique et dérivation bretonnes, p. 15*.