Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ermaeziadeg bagad ar Bleiz. — Perc’henna gand Atekingos ar c’hornad-bro etre ar Visuria hag an Amisios.


Digaset e voe eus ar vro-Wenn gand Atekingos, mab Vernos [1], eur seizved bagad o sevel da nao mil a baotred ha nao mil a blac’hed. Gand ar bleiz Orgetos [2] eo ez oa henchet. Heman, ar bagad-man, eo a yeas da ziazeza ar pella er c’huz-heol. Rak ar bleiz, treuzet gantan ar Visuria hag ehanet war ar c’hlann-gornog anezi, a zalc’has goude gand e redadenn ken na zigouezas dirak ster Amisios. Eno end-eeun, etre ar Visuria hag an Amisios, ha war glann an diou ster-ze e savas bagad Atekingos e annezlec’h. Trec’hi a reas d’ar Skaled a oa en o fenn eur roue bleo-melen anvet Andegelos, hag o argas diouz an holl rann-dir ma savas ar bagad enni krenvlec’hiou Teutobriga « ar C’hrenvlec’h start », Uxellobriga « ar C’hrenvlec’h uhel », Senodunon « ar C’hastell koz », Noviodunon « ar C’hastell nevez », Kamuloritus « roudour Kamulos », Vernomagos « tachenn Vernos », Eburomagos « tachenn an Ivinenn », Aredunon « nes ar C’hastell ».


Ar re-ze eo ar seiz bagad a zeuas eus ar vro-Wenn da ziazeza war aod ar Goularz hag e kompezenn an Teir Stêr ; anoiou ar pennou o rene hag al loened o ambrouge ; niver

  1. Atekingos « ar c’herzer mat », D’Arbois, Noms gaulois, p.85-6 ; Vernos, iwerzoneg fern « mat », pe fern « gwern » ha « skoued ».
  2. « Lazer », D’Arbois, Noms gaulois, p. 85-6 ; hen-geltieg orge « laz ! », hen-iwerzoneg orgim « e lazan », hen-vrezoneg orgiat « a laz ».