Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/138

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

lezennou Belios ; perc’henned klaoiou-brezel, binviou-labour ha kirri tennet an danvez d’o sevel eus eun douar gweladennet ha santelaet gand an doueed, kaserien pennou-chatal glan ha disi, ez oant holl, paotred ha merc’hed, yaouank, krenv, kaer, gwenn, skedus, gredus ha hael, eur marz ! An holl aroueziou sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horz, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegou, engravet war arem o armou ha war brenn o goafiou [1]. En o fenn edo renerien yaouank ha her, par d’o herder ar furnez hag an eveziegez anezo. Bleniet ez oant gand ar re uhela e-touez al loened sakr, an alc’houeder, ar vran, ar c’haran, ar marc’h, an taro, an tourc’h-gouez, ar bleiz. Eus ar baotred hag ar plac’hed yaouank-se eur c’halz o doa divrôet dre garantez d’ar Ouenn, dre lealded d’al Lezenn, dre n’houlent ket digemerout ermaezidi en o bro, dre ma felle d’ezo derc’hel glan ha digemmesk ar gwad o devoa bet digand o zadou. Ha ne voe tra evit o herzel en o c’herzadeg war-du ar C’huz-heol, ha beza ar gerzadeg-se, anat a-walc’h, eur stourmadeg dibaouez. Hir, tenn ha risklus, diouz n’heller her meiza diwar an hen-zanevellou, ez oa an hent eus ar vro-Wenn d’an Albis. Geuniou divent, stêriou diniver, koadou ec’hon ha teo a oa da dreuzi. Argadennou loened fero a bep doare a renked dizarbenn, ha pobladou-tud o tenna d’ar gouennou estren pe renavi, ar Sitoned, ar Skaled, an Ambroned, al Luged (Lugi), ar Veneted (Veneti), an Deutoned (Teutones), ar C’hutoned (Gutones), ar Semnoned (Semnones), ha meur a hini all c’hoaz a zo bet ankounac’haet an anoiou anezo a-benn hizio. Paotred ha plac’hed yaouank, ar vouc’hal, ar goaf pe ar c’hleze en o daouarn, emganna kalo-

  1. Gouriziou, tonegou ha dilhad all warno an aroueziou sakr, Bertrand, Religion des Gaulois, pp. 144, 149, 168, 170, 171, 172 (skeudennou). Armou-brezel engravet warno an aroueziou sakr, Read and Smith, British Museum, Early Iron Age, 1905, taolenn-skeudenn I (eur skoued hevoudou warnan) ; p. 22, sk. 17 (houarn-goaf engravet warnan an hevoud) ; p. 94, sk. 71 (eur groaz) ; Victor Gross, la Tène, un oppidum helvète, Paris 1887, taolenn-skeudenn VI, niverenn 9 (houarn-goaf trebarzet ennan skeudenn ar greskenn) ; Déchelette, Manuel, Second Age du Fer, p. 1156, sk. 484 (togou-brezel daougornek gand eur rod da gribenn d’ezo).