Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/117

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

Goularz hag an Albis, setu eta al lodenn-zouar a voe entrevadet gand ar c’henta eus ar rummadou gwirion ; hounnez eo ar rann-dir ma renas Kintus, mab Aedoviros, hag an diskennidi anezan, an darn-ved ma kreskas ha ma reas berz, e-pad meur a gantved, poblad an Alc’houeder. Er mare-ze, er vro-ze, ha gand an dud-ze end-eeun eo e voe savet ar c’hêriou hag ar c’hrenvlec’hiou a anver Sonnodunon « kastell an Heol » hag Aloudosedon « annezlec’h an Alc’houeder » war vor an Heol, Suviktodunon « kastell ar Ged mat » war stêr Stura, Kintuialos « frankizenn Kintus » war ster Dravinna, Briga « ar C’hrenvlec’h », Verona « ar Stêr vras » ha Derkenna war riblou an Albis [1]. Setu breman penaos e reas mibien Vanos da berc’henna ha da bobla an douarou en-dro d’ar re-ze.

Bez’ e teuas eus koadou ar Sav-heol eun eil bagad. Renet e oa gant Momoros, mab Neutto, douaren Kavaros [2], roue ar vro-Wenn, hag e oa ouz hen ober seiz mil den eus an eil reiz hag eben, da lavarout eo tri mil pemp kant a baotred ha tri mil pemp kant a blac’hed yaouank. Gant Rânakos, ar marc’h kalloc’h e dailher ledan [3], e voe henchet ar bagad-ze a-dreuz da c’houelec’hiou koadek an Europ war-du ar c’huz-heol beteg an Albis. Tremen an Albis diwar neunv a reas ar marc’h, war-hed eul leuga bennak a-is d’al lec’h ma

  1. An anoiou kêriou ha krenvlec’hiou meneget aman hag er pajennou da heul n’eus ster ebet anezo e skridou an Hen-amzer.
  2. Momoros, Jullian, De la littérature poétigue des Gaulois, p. 17 (tennet eus ar Rev. arch., 1902, I, pp. 304-27 ; Neutto « Skedus » pe « Brudet ». Tourneur, Musée belge, 6vet bloavez, N° 4, p. 12-3. Kavaros « ramz » pe « brezelour-meur », aet da caur « brezelour-meur » en iwerzoneg, cawr « ramz » e kembraeg, keur-, ker- e brezoneg (el liesgeriou keureuk, kerlus. Keferata ganto ar geriou kembraeg cawrddelwyn « delwenn ramzel », cawrfil « olifant », hag ar c’herneveg caurmarch « kanval », a vefe e brezoneg, ger-evit-ger, keurzelwenn, keurvil, keurvarc’h). En enep d’ar pez a zo bet lavaret en Notennou, XI, p. 6, n. 1, Kaourantin n’en deus man da welout gant Kavaros. Kaourantin a zo diwar an hen-vrezoneg Kobrant, Kovrant, ha heman a zo da geferata marteze gand an iwerzoneg cobair « skoazell », hengeltieg kobro-.
  3. Rânakos « reunek », diwar râni-, râno-, breman reun e brezoneg.