Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/118

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 119 —

kej an dour anezan gant douriou ar Sala [1]. El lec’h-ze, a-bouez emwazienna a bep tu a-dreuz d’ar gompezenn, e ra an Albis eun niver gwazredennou bras pe vrasoc’h oc’h enkelc’hia en o douriou enezennou ec’hon gwezek ha raosklek. Frouezus kenan eo ar gompezenn en tu anezi en em astenn er c’hornog d’an Albis. Er gompezenn-ze, dic’hounid d’ar mare ha hir-c’heotet, ec’h ehanas ar marc’h ; eno ez eas a-ziwar wel, hag eno ivez e vanas Momoros hag e vagad gand o c’hirri hag e tiyeojont o ejened. Distroueza al leur a rejont, stumma logellou-annez ha sevel eun difenn a voe graet anezan an ano a Vanobriga « krenvlec’h Manos ».

Eur bloavez e chomjont eno. Diwar-ze o devoe dalc’hmat da herzel ouz argadennou dibaouez bleizi, moc’h-gouez, arzed hag Erkuniz, da lavarout eo menezidi an Erkunia [2]. Bleizi a zeue da lemel diganto o ein, o leueou, o ebeulien, moch-gouez da duriata o zrevadou, arzed da daga o c’houn, hag Erkuniz da skrapat o saout hag o merc’hed. Dilezel a renkjont peurvanou ha difraostegou ar c’hlann gleiz, kerkouls hag o c’hrenvlec’h, evit dont d’en em repui gand o chatal en enezennou kreiz ar stêr. Beteg el lec’h-se e rankent beza noz-deiz bepred war evez, rak, dre en em sila a enezenn da enezenn war o bagou pilprennek, e-kuz an deil haleg a-soubl a-us d’ar red, ar raoskl hag ar broen en o sav war c’horre an dour, e teue Erkuniz, war greiz an deiz zoken, da skei outo o daredou.

Evel-se edo ar bed ganto pa zigouezas da Vomoros, eun nozvez, kaout eun hunvre. Dre an hunvre-ze en em welas o kerzout war-lerc’h ar marc’h kalloc’h Rânakos e-pad seiz nozvez ha seiz devez, ma verze al loar hag an heol o sevel dalc’hmat d’e zourn dehou hag o vont da guz d’e zourn kleiz. D’an eizvet deiz diouz ar beure, ec’h ehanas ar marc’h

  1. Sala, hizio ar Saale, adstêr an Elbe (Albis). Sala a zo, ouspenn, hen-ano : 1° ar Saale, adstêr ar Main (Moenos) ; 2° ar Saale, is-adster ar Weser (Visuria); 3° ar Selle, adstêr ar Somme (Sumina). Salia, ger diveret eus Sala, eo hen-ano ar Seille, adstêr ar Saône (Saukona). Rev. celt., II, pp. 437-445. Evid ar ger Albis « Elbe » bez’ e voe ivez ano an Aube, adstêr ar Seine (Sequana).
  2. Ano hen-geltiek an aradennadou-meneziou koadek en hanternoz d’an Danuvios.