d’an oaledou ma tomm outo Breiziz an hen-veuriadou, o dremm vrizellet hag o izili livet e glas, evel m’hen desker e santualou hag e skoliou an drouized en enez Pretanis [1], evel em eus, erfin, me va-unan her c’hlevet diwar diweuz Esumopas, an drouiz.
Ha breman, setu, e berr-gomzou, ar pez a c’hoarvezas gand ar re a oa bet kiriek da wall-reuz teir merc’h Matidonnos. En devez goude kimiad Derkeia hag he diou c’hoar, e tastumas Kintus an holl vrezelourien eus bagad an Alc’houeder a oa eno en e zourn, hag ez eas ganto d’ar mor. Diskar gwez a reas ha strolla radellou da dremen en enezenn m’en em zalc’he an divroïdi. Ar re-man, o welout an darbarou a raed en aod, a zifreas mora o listri ha sevel e-barz. Hogen n’ejont ket da bell. E toull an aber e voe taget o listri gand eur barrad-amzer, hag int bet hanter-aozet hepken gant herrek ez oant bet paket ; hag e freuzjont dindan o zreid. Beuzet e voent holl ha kollet. Taolet e voe d’an aod dre al lano ar c’horfou maro hag, en o zouez, korfou muturniet an tri fenrener, tri mab Morigenos. D’ar re-man o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennou, ar pesked a neunv e douriou ar mor, ar gwall-vorviled a vev en dounderiou anezan, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennou mezus. Diouz an aroueziou-ze e voe anat da beb-unan ez oant bet skôet gant droukrans an doueed en abeg d’an torfed o doa graet : gwalla gwerc’hezed sakr, merc’hed a ouenn Vanos.
Ar vro douret gant stêriou Stura ha Dravinna ha bevennet er sav-heol gant mor an Heol, er c’huz-heol gant mor ar
- ↑ Kembraeg Prydain « Breiz-Veur », brezoneg Preden (Rev. celt., 1909, pp. 128, 289). E keltieg Iwerzon e veze lavaret *Qretanis ; ac’hano e teu *Qritanios, iwerzoneg Cruithne « Pikt », D’Arbois, Premiers Habitants, II, p. 282-3.