Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/108

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

bevennet e lec’hiennou a devennou uhel gwenn-kann kurunet al lein anezo gant glazvez seder ar c’hoadou. Enez Abalos e oa a anver ivez Bononia [1]. Tostaat a-walc’h a reas o bag evit ma c’helljent merzout eun torkad demmed o treuzi goueled eun draonienn ledan geotet-stank a skôe e glann ar mor. Pelloc’h hag uheloc’h war bantennou an draonienn, e gwrimenn ar c’hoad, edo kirvi ha kirvi-meur o peuri sioul. Heoliet-skedus, glas, kenedus e oa ar maeziou-ze hag o dije c’hoantaet an teir c’hoar douara en enezenn a ziskoueze beza didud. Hogen ne voe ket aotreet gand an doueed. Sevel a reas an avel hag, o c’houeza taer, o zaolas er c’hornog. Leuniet e veze ar vag beb ar mare gand an tarziou. Kadra ha Daga a vennas he goullonder. Nemet kel lïes gwech ma strivent da stlepel an dour emaez, e teue tri c’hemend-all e-barz, ma kinnige ar vag beuzi bep taol. En eneb, p’edo Derkeia a rae, e veze goullonderet trumm hag e chome eur pennad kent leunia a-nevez. Kadra ha Daga a voe red d’ezo adarre lezel ar preder gand o c’hoar. Mantret o c’halon he gweljont o labourat a-hed an devez hag an nozvez war-lerc’h, o roenvat hag o c’houllonder peb eil tro. Bras ha krenv ez oa Derkeia evel holl verc’hed Manos ; kent-se, pa zeuas ar beure, edo asik ha disliv. He diou c’hoar, brevet a c’hlac’har, he stardas etre o diouvrec’h.

« O karedig, emezo, bet eo betek-hen an holl boan hag an holl skuizder evidout-te, ha te n’ec’h eus graet droug ebet. Na ve ket e vefe evel-se hiviziken ! »

Eur sell a daoljont en-dro d’ezo hag e lavarjont :

« Eman an avel o c’houziza hag ar mor war habaskaat. Ha setu diou nozvez hag eun devez ma roenvez ha ma c’houllonderez dibaouez. Gourvez da ziskuiza. Evidomp-ni, e veilhimp hag e poagnimp da roenvat. »

E-keit ha ma kouske Derkeia, e stagas Kadra ha Daga da roenvat, nemet e nac’he ar vag senti ouz o roenvadou, ma renkjont ehana. Dic’houest da ren ha da luska o lestrig, mantret-holl, e vanjont diloc’h, helmôet o daouilin en o barlen, o elgez war balv o daouarn, o sellout gwech ar mor, gwech an nenv, gwech all o c’hoar astennet ouz o zreid.

  1. Heligoland, Jullian, Hist. de la Gaule, I, p. 421.