Balumed ha morviled all mentet-dizoare a weljont meur a dro war c’horre an tonnou o tarc’hoï taoliou pounner en dour gand o lostou divent hag o nesaat d’ar vag. A-walc’h e oa gand ar c’has lakaet en dour dre o lostou d’ober d’ar c’hokedig trei war e c’henou. Gand o aon e voe darbet d’an diou blac’h gervel o c’hoar ; ar gwall-viled, avat, a bellaas dinoaz d’ezo.
E beurevez an trede deiz e tihunas Derkeia. Addeut e oa d’ezi he liou hag he nerz. He c’hoarezed, avat, a gavas diviet-holl gand ar glac’har hag ar veilhadenn m’oant o paouez ren. Edont en o sav hag e sellent ouz eun dra bennak war-eeun dirazo.
« Setu eun douar, emezo, ha bremaik e touarimp, kaset m’emomp d’an aod gant nerz an dour. »
Derkeia a savas d’he zro hag a sellas. Er c’huz-heol, dindan eur bann-maen d’ar vag, e weled eun aod izel ha traezek. Golôet a c’heot bras e oa an uhela tevenn, e-lec’h n’halle ket diraez ar reverziou krenva. Nemet n’oad ket evit gwelout pelloc’h en abeg d’al lusenn.
« Pe zouar eo heman ? eme Derkeia.
— N’ouzomp ket, emezo ; nemet, abaoe ez out manet kousket, ez omp bet douget dibaouez er c’hornog gand ar mor hag an avel. »
Hogen, an douar-ze a welent e oa aod reter enez Albio ; n’helle ket an teir c’hoar her gouzout avat. Eur predig goude, e sac’he o bag en traez hag e tiskennent d’an douar. Tenna a rejont ar vagig diouz diraez al lano hag e kerzjont a-hed an tevenn, da glask eun dour-red bennak, rak sec’hedet-maro ez oant. Tri deiz a oa n’o doa evet takenn, troc’holiet ma ’z oa bet o brok-dour gand ar wall-amzer ha kemmesket an dour-eva a oa ennan gant dour sall ar mor digaset dre an tarziou. P’o devoe kavet eur waz-dour, e torrjont o sec’hed hag, o veza diwisket o dilhad, e kouronkjont hag e walc’hjont o dremmou hag o bleo. En em wisket goude, e tebrjont an teir c’houistoc’henn a oa d’ezo a-zilerc’h an daouzek o doa digaset ganto. Peurbrejet d’ezo, en em c’houlenne Derkeia petra a c’halljent ober o-unan war an arvor-ze dianav ha pe blanedenn a heuilhjent eno pa voe tennet eus he frederadenn gant he c’hoarezed oc’h estlammi.