Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/107

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

renn, an diou drederenn, ya, an holl anezi a zougin, mar grata an doueed. »

Taget gand an difronk a waskenne o askre, Kadra ha Daga en em daolas ganti. Derkeia o dalc’has pell stardet war he c’halon ha, p’o gwelas sioulaet, e lavaras d’ezo :

« Mont kuit a renkomp breman, va re vuia-karet, ha tec’hout diouz an douar-man an trumma ar gwella. Eman buanegez an doueed war dont. Estregedomp-ni ne dle-hi tizout na diraez ar re a zo dinamm, ar bagad-tud hon eus bleniet da zont aman hag o deus en em fiziet ennomp. D’ar wazed ha d’ar merc’hed bet renet gand an alc’houeder Alouda ne ve ket hor c’haout ganto hiviziken eun eurvad, eur gwarez nag eur vennoz ; eur gourdrouz an hini ez eo deut da veza, euzusa reuz dioutan ! Mont kuit a renkomp. »

Hag e lavaras Kadra ha Daga :

« Ne dle reuz ebet a-ziwar hor c’hiriegez koueza gant hor breudeur hag hor c’hoarezed. Ra vezimp hon-unan hepken skôet, hon-unan hepken kastizet ! Ra zougimp holl bouez ar c’hastiz ha buanegez an doueed ! War-raok dioustu. Dare omp ! »

Diwiska buan o gouriziou aour, o skerbou lin hag o holl kinkladuriou a rejont, hag o lakaat en eul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezi. Derkeia a gemeras ganti eur brokad dour ha daouzek c’houistoc’henn heiz hag e tigasas he diou c’hoar war ribl an aven. Eno, war an traez, edo eun hanter-zaouzek a vagou pilprennek ha kel lïes all a vagou kroc’hen. Derkeia a lakeas war neunv unan eus ar re-man hag, o veza pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roenvat war-du ar mor. A-benn eur pennad ec’h eveseas na rae he c’hoarezed, war-bouez poania, hag i roenverezed ampart hag o roenvat reiz, nemet kas en eneb d’an tu ma strivent hag en eneb d’ezi hec’h-unan. Anat d’ezi e oa ze eur ragarouez eus brouez an doueed ha derou ar c’hastiz oc’h aoza dont, e reas d’ezo lezel o roenvou hag e talc’has da roenvat hec’h-unan-penn.

Pa savas an heol, edont er-maez eus aber an aven, hag an aod pell-pell en a-drenv. Neuze eo e taoljont er mor al lienenn m’edo o gouriziou, o braoïgou, holl aroueziaduriou o c’harg hag o galloud. Dirazo e weljont eun enezenn hir