Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/106

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

an tri fenrener estren, hag en abeg da ze eo e kimiadomp. Ar gwall graet d’an diou c’hoar, d’an diou werc’hez gouestlet d’an Heol, d’ho tiou rouanez, da ziou verc’h eus ho kouenn, talvezit anezan a-benn arc’hoaz kent ar c’huz-heol. Hogen, marvedigez an nao-ugent divrôad gand an tri roue anezo, tanidigez o listri, kasidigez da get kement tra a biaouont, ne walc’hint ket an torfed a zo bet graet. »

Pa zigoras Derkeia an nor war al logell vras e kavas he diou c’hoar o-unan eno, nemet ne zellezent ken an ano a werc’hezed ruz-o-divoc’h. Striz ez eas he c’halon enni p’o gwelas astennet e-harz an oaled, disliv, dilavar, kridiennet, beuzet o c’halon en eur mor a geuz, diegus d’em skeudenni ar pez a oa digouezet ha muioc’h c’hoaz ar pez a zigouezje, gant leun e oa o ene a enkrez hag a vraouac’h dre m’o doa gwall-c’hraet ouz an daou zoue galloudusa a zo : Perc’henn ar Vuhez ha Perc’henn ar Goulou. O welout o c’hoar o tont-tre en ti, e savjont en o c’hoazez hag e tirolljont da skuilha daerou puilh.

« Oh ! emezo o diou, n’oamp ken en gortoz d’az kwelout mui ! »

Hag e stagas Kadra :

« E kave d’eomp ez poa hon dilezet. »

Derkeia en em daolas ganto ez feulz ; o briata a reas hag o starda war he c’halon gant teneridigez ; poka a reas d’o zal, d’o divoc’h, d’o genou, d’o bleo ; o c’hlemmou a vougas gant hec’h allazigou.

« Ne dlejes ket dont en-dro, emezo c’hoaz gand an dispi hag o klask he fellaat. Glan out ha ne dleez ket ober da rann en hor reuz. N’houlomp ket ez pefe droug en abeg d’eomp-ni. Tec’h kuit breman ! »

Derkeia avat a zalc’has war o daouarn. Aslakaat he diweuz war o diweuz a reas oc’h ober d’ezo tevel gant he fokou. Hag e lavaras :

« Teir a zo ac’hanomp, ganet gand an hevelep mamm, engehentet gand an hevelep tad, kresket a-gevret heb en em zisranna biskoaz. Teir ac’hanomp, hag unan hepken dre ar gwad, ar galon, ar gengarantez ! Netra n’hor ranno biken ! E lec’h ez eot ez in. Hag ar boan a c’houzanvot he gouzanvin ganeoc’h ouz he skanvaat d’eoc’h, mar gallan. An drede-