Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/101

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

teuas meur a hini-all a gadarneas c’hoaz ar stal. Rak, war gement-man da vihana ez oa deut ganto ar wirionez : eus eur vro binvidik e teuent, enni e-leiz a borziou-mor hag a gêriou bras e-lec’h e kaved divroïdi o tont eus kement brôad a zo er C’hreisteiz. An darempredou ouz an dud estren o deus krenvaet er vroïdi, dreist-holl er verdeïdi hag er varc’hadourien, ar boaz da ziguzat diwar ar c’henta sell tro-spered an dud m’o devez d’ober ganto. Ha n’o deus ket o far evit komz ouz pep-hini er stumm a zere outan ar gwella, habaskaat neb a ziskredje ha gounit ar c’halonou.

Heman e oa dezo an tri breur : kerkent hag aozet o listri, skrapat teir merc’h Matidonnos ha ganto ar muia ma c’halljent eus ar c’heneilezed anezo, adsevel en dounvor ha dont en-dro d’o bro [1]. Nemet, dre zic’hortoz e c’houitjont gand o mennad. Divarrek da waska pelloc’h war an orged a loske d’ezo o gwad, e tilestrjont o zri en tevenn, eun nozvez, o tigas ganto eur brokad died-kemmesk eus o bro, c’houez-vat ha mezvus. Hep gouzout d’ar c’hedourien lakaet bemnoz gant Kintus [2], ar pengadour, en-dro da dachennad al logellou, en em siljont beteg an ti-soul ma veve ennan an teir c’hoar. Dre gomz dereat e tisklerias an hena, Mandonios, ez oa deut, hen hag e zaou vreur, dre m’o doa da emguzuliata gand ar gwerc’hezed sakr diwar-benn traou a bouez red o c’hen-verat didest-kaer ; ha beza diwezat anezi, e krede na nac’hjent ket o digemerout ; o-unan ha diarm e teuent, fizius en enor hag e lealded an teir rouanez. Daga a derme, ha Derkeia, ar yaouanka, hec’h alie ma serrje an nor oc’h adprenna warni ha ma lavarje d’an tri estren dont en-dro pa vije deiz. Kadra, avat, a enebas : « Petra hon eus, emezi, da zouja a-berz an tri roue ? Ha petra ’vern ma ’z eo nozig anezi ? Ha n’hon eus ket hor re-ni en-dro d’eomp, d’ezo da ziredek d’hor c’henta galv, m’hor bije ezomm anezo ? Hag, a-hend-all, nac’h ouz en tri estren o digemerout ha selaou

  1. Diwar-benn ar c’henwerza-plac’hed en Hen-amzer etre an Europ hag an Azi, sellout Rev. Archéol. 1901, p. 219-20 ; Rev. des Et. anc. 1910, p. 162.
  2. Kintus pe Kentus, iwerzoneg cet, kembraeg cynt « kenta», brezoneg kent.