Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

dre ar garantez ar baotred hag ar merc’hed d’an oberiou-kaer hag o vaga e kalon ar priedou kengarantez, gwella kred kenlealded. Hogen, dishenvel eo houman diouz eben, gant neuz eur verc’h a ouenn Vanos a roont d’ezi : mentek, ruzjod, glaslagad, aourvleo. Hag e skeudennont anezi harp he zroad war eur vaot, oc’h arouezia evid ar merc’hed buhez an tiegez hag an davedegez.

Hilliget e voe, eta, c’hoantegeziou an divroïdi gant niver bras ar maouezed yaouank e bagad an Alc’houeder ha gand ar c’haerder anezo. Hogen, kened teir merc’h Matidonnos, o trec’hi war hini o c’heneilezed evel ma trec’h sked al loar war ar stered, a entanas da vad gwad an tri rener. Evelato, o veza ma tennent d’ar gouennou-ze a zo ampart er gevierez, e c’houezjont gwaska war drivliadou o c’halon. Dirag an teir gwerc’hez e vougjont tan o sellou, e lakjont dalc’h ha poell en o c’homzou hag e voe an neuz anezo azaouezus ha sentus. Diskleria a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazeza enni, hogen evit kenwerzi ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni eur pennad-amzer hag ez oant tûet, e-keit ha ma chomjent, da rei da vibien Vanos an holl gennerz a c’hallje ar re-man da c’hoantaat ; ez oa reiz-mat d’ezo sevel kevredad hag en em skoazia o veza ma ’z oant an eil re hag ar re-all ermaeziaded war an douar-ze ma teuent di dre vor eus ar C’huz-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouspenn, pa rae d’ezo an doueed keja ker burzudus el lec’h-ze, hag int keit-ha-keit-all dioutan ar mammvroiou anezo, eo o doa, hep mar, eun dezo bennak en o c’henver. Neuze, e tisplegjont doare o bro, he ment, he strujusted, he mengleuziou aour, arc’hant, kouevr ha staen ; an tropellou diniver a oc’hen o veva enni, ar c’hêriou stank anezi ma ’z eus enno engroeziou tud mentek, nerzek, kadarn, doueüs, galloudek. Diouz klevout e vije bet o bro mammenn an doueed hag ec’h astennje ar bobl anezi hec’h impalaeriez war ziou drederenn ar bed [1].

Mibien Vanos, ha d’ezo hanter-gredi kement a zezrevelle an tri breur, a voe trôet madik a-walc’h o spered d’ezo diwar an emweladenn genta-ze. Ha, war-lerc’h houman, e

  1. Philippon, les Ibères, p. 43-9.