Mont d’an endalc’had

Pajenn:X3 - Sketla Segobrani vol 1 1923.djvu/102

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

ouz o c’hefridi, ha na ve ket diskouez d’ezo e tiskredomp warno hag o feuka dibenn-kaer ? » Daga o veza deut a-unvan gant he c’hoar ha Derkeia hec’h-unan-penn o terchel d’he meno, e voe graet d’an tri dont-tre el logell. Neuze e tennas holl boellad ar re-man d’eur mennad hepken : lakaat an teir gwerc’hez da eva eus an died-kemmesk a oa bet digaset ganto, rak gouzout mat a ouient, ma tremenjent heb eva, e vije aner dezo. Hir ha diaes e voe dre n’oa ket ar c’hiz ec’h evche ar gwerc’hezed sakr gant tud estren pe dirazo. D’an diwez, Kadra ha Daga, diwar eun damc’hoant-gwelout, ken-ha-ken ha dre m’o doa aon rag anoazi an tri roue deut a geit-all, a blegas, hag, o tigas o c’herniel-eva, o hanter-leugnjont eus an died du m’en em skigne ar c’houez-vat anezan dre al logell. Hanter-leunia ne rejont ken ; a-walc’h d’ezo e voe avat ! ha Derkeia, he doa nac’het eva, a welas o trei kerkent doare he diou c’hoar. Mantrusat, glac’harusat d’ezi ! diou verc’h e voe hag int estren d’ezi ha dianav a welas o tihuni hag o prezeg dirazi. Ha, bep ma trôe o doare d’an diou c’hoar e trôe kemend-all doare an tri breur. Spouronet-holl, o ruzia gand ar vez, rannet he c’halon, e savas en he sav o klask eun arm bennak. Hogen, Siluros, ar yaouanka eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has d’ezi he daouarn hag he c’houenias. O voustra d’ezi he genou gand e zourn d’he herzel da grial e talc’has anezi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed. Dont a reas ar re-man da rei dourn neuze, d’e skoazia da liamma ha da vinwaska ar plac’h yaouank. Hogen, er c’houlz end-eeun ma stouent outi, unan a-gleiz, egile a-zehou, ha m’edo Derkeia torret he c’halon oc’h anaout e rankje gouzanv pez o doa gouzanvet he c’hoarezed, e welas eun trede den dic’hortoz o sevel sounn a-drenv an daou all. Eun den mentek ez oa, e choug ledan, hag hen paket en eur vantell vras, en e benn eun hir-vleo loued, en e zremm liou gand ar maro daoulagad glas o steredenni. Derkeia a c’hourlammas he c’halon en he c’hreiz oc’h anavezout er c’hoziad bras-se he zad Matidonnos a zeue eus tir ar re varo bepred beo, evit savetei e verc’h vuia-karet [1]. O tarc’hoi e zaou zourn en

  1. Heinach, Orpheus (trede mouladur), p. 94.