d-eo kre skouer ann dud klouar ha dieguz evit hor lakaat da veza lezirek evel-d-ho.
5. — Na peger braz oa feiz ha karantez ann holl venec’h, pa oe savel ho urz santel da genta ! Peger kalounek e pedent Doue ! Pegen douget e oant-hi d’ar mad, ann eil dre welet egile ! Na peger kalet oa reolen ho stad, ha peger reiz e oant holl da blega d’ezhi ha da viret anezhi penn-da-benn !
Ar pez a zo choumet war ho lerc’h, a ziskouez breman c’hoaz peger santel ha peger mad oa dirak Doue ann dud-ze ho deuz stourmet gant kemend a galoun hag a zo bet treac’h d’ar bed. Hirio enn deiz e kreder ez eo braz ann hini ne dorr ket lezen Doue hag a c’houzanv, heb en em glemm, ar poaniou euz he stad a vuez.
6. — Na peger klouar, na peger lezirek omp e-kenver ar pez a sell ouz-omp ! Dre-ze eo e vez mouget ken abred enn-omp tan hor c’harantez genta. Ker laosk ha ken digaloun omp, ma teu breman ar vuez da veza kasauz d’e-omp. Doue ra viro na zeuot da voredi a grenn e-kenver