ho silvidigez, goude beza gwelet kemend all a skoueriou kaer a zo bet roet d’e-hoc’h gant ann dud santel hag a zoujans Doue.
Tud digaloun ma’z omp ! Ruzia a dlefemp gant ar vez o welet ar skoueriou kaer a zo bet roet d’e-omp gant ken aliez a zent, gwir ziskibled Jezuz-Krist ; bez’ e tlefemp ive en em galounekaat ann eil egile da vont war ho lerc’h. Leveromp aliez ar c’homziou-man : Perak eta, eme eur zant zo, perak ne oufenn-me ket ober ar pez ho deuz great ar re-man hag ar re-ze ? Leveromp ive evel ann Abostol : Ac’hanoun va-unan ne hellann netra ; enn enep bez’ ec’h hellann pep tra dre ann hini a ro nerz d’in.
Hon holl nerz ne hell netra nemet hor lakaat da anaout ez omp dinerz ; diskouez a ra d’e-omp petra a dleomp da ober evit dont krevoc’h dre c’hras Jezuz-Krist, a zo hanterour evid-omp dirak Doue.
Eur gwir vanac’h a dle beza eur