mignouned hag ive ho c’herent ; ne falveze d’ezho kaout netra euz ar bed.
A veac’h e falveze d’ezho dibri peadra da veva ; en em glemm a reant dre ma oa red d’ezho plega da ezommou ho c’horf. Paour-glez e oant eta hervez ar bed ha pinvidik-braz hervez Doue, dre m’ho doa grasou e-leiz digant-han, ha ma oant leun a furnez hag a bep seurt mad. Ho c’horf en doa dienez a bep tra, Doue avad a zigase nerz d’ho ene enn eur he garga a c’hrasou hag a zudiou.
4. — Beva a reant pell dioc’h ar bed ; beva a reant a-unan gant Doue hag enn he garantez. Dister e oant dirag ho daoulagad ho-unan, disprizet e oant gant ann dud, hogen talvezout a reant kalz dirak Doue, ha karet e oant gant-han.
Bez’ ez oant bepred izel a galoun, beva a reant er garantez, hag ho buez n’oa nemet senti rag-eeun ha gouzanv hep klemm e-bed. Dre-ze e teuent bemdez gwelloc’h-gwella hag e tennent war-n-ezho grasou puilloc’h digant Doue. Bez’ ez int skouer ann holl gwir venec’h ; rak-se e tle beza krevoc’h ho skouer evit hon dougen da greski er mad, eget ne