e c’hloar. Bennoz at meuleudï d’an hini a deu var an douar, meuleudi d’hon Aotrou, hon Doue, en Ee a var an douar.
Ni ho ped, Tad trugarezuz, dre veritou hon Aotrou Jesus-Christ, da scuilla ho crassou varnomp en oferen-ma, ma plijo ganeoc’h miret a difen hoc’h Iliz santel catholic, hon Tad Santel ar Pap, hon Aotrou’n Eskop, kement ho deus carg ac’hanomp. Ho pedi a reomp dreist-holl da scuilla ho crassou var ar re ma’z-omp muia dalc’het da bedi evito ; var hon tud, hor mad-oberourien, var oll vugale an Iliz. Ac evit ma plijo d’oc’h muioc’h hor peden, e lekeomp anezi en-unan kant pedennou ar Verc’hez Vari, Mam d’hor Zalver Jesus-Christ, gant pedennou an Ebestel ac an oll Verzerien eüruz ac gant re ar Zent all a Sentezet eus ar Baradoz ; outo en em erbedomp gant fizians, o veza m’int bugale d’ar memes Iliz ganeomp.
Va Doue, ma vize brema ken tomm va c’halon evel ma oa calonou ar Batriarched ac ar Brofeted gant ho hast da velet ar Messias o tont var an douar ! Ah ! ma vize ken cre-se va feiz a va c’harantez !
Deuit eta, Jesus hon Aotrou, deuit, Salver carantezuz, deuit var an Aoter !…
Ema o tont, an Oan Doue, ar Victim adorabl a effaç pec’hejou ar bed oll.