Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/603

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
591
AN OFERENN.

eus var gement a zo crouet ; evit goulen pardon eus va fec’hejou, evit ho trucarecat evit ann oll grassou am eus bet diganeoc’h bete vrema, evit goulen grassou all d’in va-unan, d’am zud, d’ar re ho-deus great vad d’in ; d’hon Tad Santel ar Pap, d’an oll bastoret, d’an oll gristenien zo var an douar. Bezet sonj ive, o va Doue, eus an anaoun paour ; abalamour da Jesus-Christ hon Aotrou.


PREFAS.


Setu Roue an dud ac an Elez o vont heb dale da zisken var an aoter. Va Doue, savit va spered betec ennoc’h, va dibradit diouz an douar-ma, distagit va c’halon diouz ar bed-ma, ma vezin oll ganeoc’h. Just eo d’eomp ho meuli, just eo, a d’hon eneou e talvezo ; ho trugarecat a reomp, a-unan gant Jesus-Christ hon Aotrou. Dre Jesus-Christ eo e veul ac’hanoc’h an Elez, an Arc’h-Elez, an oll Sperejou Euruz, evel pa grenfent dirag ho Majestez. Plijet ganeoc’h, Aotrou souveren, ma lacaïmp hor moueziou unan gant moueziou an Elez eus an Ee, evit lavaret eveldo calonec a gant joa :


SANCTUS.


Santel, Santel, Santel eo an Aotrou, Doue an Armeou. Ar bed oll a zo leun eus