Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/589

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
577
IV LEVR. — XVII KENTEL.

d’ezho sonj ac’hanoun-me, pec’her reuzeudik ma’z ounn.


EVIT HOR C’HELENN.


« Ra zeuio ar zakramant sakr-ze, Aotrou, da lemel va fec’heiou euz va ene ; ra zeuio ho koad d’am lakaat glann ha da walc’hi ar fank en deuz saotret ar zae eured ho poa roet d’in em badisiant evit mac’h hellinn azeza gant fisians oc’h taol-eured ho Map. N’hellann ket her nac’h, siouaz, me zo eur pec’her, eur pried disleal, eur pried en deuz torret kant gweach al le a ioa bet touet gant-han. Distroit ouz-in, eme c’houi, va Zalver, distroit ouz-in ha me ho tigemero, gant ma ho pezo lekeat ho sae genta, hag ive gant ma tougot ar walen a zo bet lekeat d’e-hoc’h war ho piz evit ma vezo gwir anat ez oc’h a-unan gant Verb-Doue. »

« Roit d’in ar walen zakr-ze, gwiskit ac’hanoun a nevez, o va Zad, evel eur map fall ha dizanaoudek a zistro etrezek enn-hoc’h ; gwiskit ac’hanoun gant ar zae wenn a zo red d’in da gaout abarz tostaat oc’h ho taol zantel. C’houi a zo ar Pried, ar Muia-Karet hag ann Oan-losk a zo roet d’e-omp da zibri, c’houi a fell d’e-hoc’h hor be ar

zae wenn-ze da viken. O mister n’euz

17