Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/588

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
576
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

da ober e gwirionez, dre ma’z oc’h braz dreist kement zo. Setu petra a ginnigan d’e-hoc’h, va Doue, setu petra a garfenn kinnig d’e-hoc’h bemdez ha pep pred. Setu petra a ginnigann d’e-hoc’h a nevez, setu petra a garfenn kinnig d’e-hoc’h a nevez bemdez ha pep pred. Pidi stard a rann holl sperejou euruz ann env hag ive ho servicherien vad da veza a-unan gan-en evit ma veulimp ha ma trugarekaimp ac’hanoc’h.

5. — Ra zeuio ann dud holl euz a bep bro, euz a bep iez da veuli ha da enori hoc’h hano santel gant eul levenez ar vrasa.

Ar re a dosta ouz ho sakramant sakr gant doujans ha gant karantez, ar re a zigemer anezhan gant eur feiz kre, grit ma kavo ann eneou mad-ze gras ha trugarez dira-z-hoc’h, va Doue ; grit ma pedint evid-oun-me ne d-ounn ken nemet eur pec’her. Ha pa ho devezo bet ar c’hras a c’houlennent, pa vezint deuet a-unan gan-e-hoc’h, pa ho devezo bet ar gwir frealzidigez, pa ho devezo bet ho gwalc’h evit ar gwella, grit ma teuio