Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/590

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
578
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

den evit he anaout ! Pa dostaomp ouz ho taol zantel, neuze e kavomp eno ar pez hoc’h euz lavaret : ann hini a zebr ac’hanoun, hen-nez a vevo dre-z-oun. Ra vezo great er c’hiz-ze em c’henver, o va Zalver ; ra zeuio ar c’homziou-man da veza mad evid-oun. Grit ma teuinn da veza ar pez ma’z oc’h, grit ma vevot enn-oun c’houi hoc’h-unan. Mar fell d’in kaout ar c’hras-ze, ez eo red ez afenn d’ar fest santel-ze gant va dillad kaera ; ez eo red ez afenn di gant eur galoun ar c’hlana zo ; ez eo red e redfenn di gant eul levenez ker braz ha ma’z eo kaer ar fest-ze, ker braz ha ma’z eo mad ar vagadurez zantel a roit d’in da zibri enn ho sakramant sakr. »




TRIOUEC’HVED KENTEL.


Arabad eo d’e-omp klask anaout mister sakramant ann Aoter ; bez’ e tleomp lakaat hor spered da blega d’ar feiz.


1. — Jezuz-Krist. — Ne dal netra d’e-hoc’h klask furcha doun er mister braz-ze, rak eul labour fall e ve ann dra-ze ; mirit ’ta dioc’h kement-se gant aoun na vec’h enkrezet gant eur maread