Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/561

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
549
IV LEVR. — XII KENTEL.

da zibri oc’h taol gant-han, ha ne d-eo ket evit anaout ar vadelez-ze nemet enn eur he drugarekaat ez vuel a greiz he galoun.

Grit ar pez a hellot ha gwella mac’h hellot ; diwallit na gemerfac’h korf ann Aotrou ho muia karet, diwallit na gemerfac’h anezhan evit ober dioc’h ar c’hiz hag evit ober ar pez oc’h dalc’het da ober. Kemerit gant doujans ha gant karantez korf ann hini a blij gant-han dont d’ho kavout.

Meeo a zo oc’h ho kervel, me eo a c’hourc’hemenn d’e-hoc’h dont, me eo a roio d’e-hoc’h ar pez hoc’h euz ezomm ; deuit ’ta ha kemerit ac’hanoun.

3. — Pa roann me d’e-hoc’h ar c’hras da veza birvidik a galoun, neuze e tleit trugarekaat ho Toue evit se, rak ne d-eo ket dre ma’z oc’h bet kavet mad da gaout ar c’hras-ze eo hoc’h euz bet anezhi ; bez’ ez eo dre m’am euz bet truez ouz-hoc’h. Mar hoc’h euz diouer euz ar chras-ze, mar kav d’e-hoc’h ez euz eur zec’hor vraz enn hoc’h ene, pedit stard, hirvoudit a wir galoun ha

na baouezit ket da skei war an or, ken

16*