Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/560

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
548
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

galoun chlann ; digan-en-me eo e teu pep santelez ; me a glask eur galoun neat, enn-hi eo e karann beza. Grit d’in eur zal vraz, hag e rinn ar Pask enn ho ti gant va diskibien. Mar fell d’e-hoc’h e teufenn d’ho kavout hag e choumfenn enn hoc’h, skubit er meaz ar goell koz ha netait ho kaloun.

Pellait diouz ho kaloun holl brederiou ann douar hag holl safar ann techou fall. Pell dioc’h ar bed, evel eur golvan a zo he-unan dindan eunn doen, sonjit enn ho pec’hejou gant eur gwir c’hlac’har enn ho kaloun. Rak eur mignoun zo boaz da aoza evit he vignoun ar gaera hag ar wella gampr a zo eun he di ; evel-se e tiskouez pegement e kar he vignoun.

2 — Evelato dalc’hit sonj mad n’oc’h ket, kaer ho pe, evit en em lakaat e doare vad da goumunia, ha pa vec’h eur bloaz hed-da-hed gant ar pez-labour-ze hep na rafac’h netra all e-bed ken. Hogen dre va madelez-me ha dre ar c’hras hep-ken eo ec’h hellit tostaat oc’h va zaol zantel, evel a ra eunn den paour a zo bet pedet gant eunn den pinvidik