Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/562

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
550
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

na vezo roet d’e-hoc’h eunn tamm-bennag diwar va zaol, pe eul lomm euz ann dour a c’hras, dour mad evit ar zilvidigez.

Ezomm hoc’h euz ac’hanoun-me ; me avad n’am euz ezomm e-bed ac’hanoc’h. N’oc’h ket deuet d’am c’havout evit va zantelaat me ; me avad eo a zeu daved-hoc’h evit ma viot gwelloc’h ha santeloc’h. Dont a rit etrezek enn-oun evit ma viot santeleet gan-en, evit ma viot a-unan gan-en. Dont a rit d’am c’haout evit ma vezo roet d’e-hoc’h grasou nevez a zo red d’e-hoc’h da gaout evit mont war well er mad. Na list ket ar c’hrasou-ze da vont e-biou, hogen bezit aketuz-meurbed, evit ma vezo ho kaloun e doare vad hag evit ma vezo digor d’ho muia karet.

4. — Ne d-eo ket a-walc’h abars koumunia, lakaat ho kaloun da domma gant karantez ; red eo d’e-hoc’h c’hoaz poania d’he derc’hel er stad-ze goude ar goumunion. Teurel evez war-n-hoc’h hoc’h-unan a-c’houde-vez, a zo eunn dra red, kement ha ma’z eo red en em lakaat e stad vad abars koumunia ; rak