Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

dud en em glask ho-unan e kement tra a reont. Dioc’h ho gwelet, e vevont enn eur peoc’h braz endra ma’z a pep tra dioc’h ho c’hoant ; hogen kerkent ha ma tro netra a-enep d’ezho, dioc’h-tu ez int reustlet hag ankeniet. Dre ma’z eo dishevel menosiou ann dud, e sav aliez droukrans etre ar vignouned, etre ann amezeien hag etre ann dud santel hag a zoujans Doue.

3. — Diez eo terri eur gwall bleg, ha den e-bed ne gar mont enn tu all d’ar pez a zao enn he spered. Mar d-oc’h douget muioc’h da gaout fisians enn ho skiant pe en ho kwiziegez hoc’h-unan, eget ne d-oc’h da zenti, hervez ar skouer hon euz bet digant Jezuz-Krist he-unan, neuze e vezo divezad ha dibaot d’e-hoc’h dont da veza gwir sklerijennet, rak Doue a fell d’ezhan e sentfemp out-han e pep tra hag ec’h en em zavchemp dreist pep skiant dre hor c’harantez birvidik out-han.


EVIT HOR C’HELENN.


Ann drouk-spered, hep gouzout d’e-omp, hor laka da glask dizolei faziou ar