Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
I LEVR. — XIV KENTEL.

vez ha dic’halloudegez, ha dalc’hit ho kaloun izeloc’h-izela. Neb zo izel he galoun a gerz enn hent ar peoc’h hag ar garantez.




PEVARZEKVED KENTEL.


Arabad eo barn ar re all hep gwir abek.


1. — Sellit piz ouz-hoc’h hoc’h-unan ha likit evez na varnfac’h ar re all. Ann hini a varn ho nesa, en deuz poan hep ket a vad ; fazia a ra peurliesa hag easoc’h e teu da bec’hi. Enn enep, ann hini a enklask e gweled he galoun hag en em varn he-unan, ne d-a ket he boan da goll.

Dioc’h pleg hor c’haloun e varnomp pep tra peurliesa ; rak-se, oc’h en em garet re hon-unan, e varnomp a-enep ar wirionez. Ma ve troed hor spered etreze Doue, ne vemp ket enkrezet ker buhan pa vezer oc’h enebi ouz-omp. Siouaz, eunn dra-bennag a zo peurvuia hag a denn ac’hanomp war he lerc’h, pe hi a zo a ziabarz enn-omp, pe hi a zeu a ziaveaz.

3 — Hep gouzout dezho, kalz a