Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
J.-K. SKOUER AR GRISTENIEN.

nou braz, hag a zo trec’het bemdez gant ar re vihan. Diskaret e vezont evel-se, evit n’ho devezo ket re a fisians enn-ho ho-unan enn traou braz, pa’z int ker sempl er re vihana.


EVIT HOR C’HELENN.


N’euz den na vez enkrezet a-wechou gant he zrouk-ioulou. Ober a reont d’e-omp beza glann hag izel a galoun ; mad int d’hor c’helenn, o rei d’e-omp da anaout petra dalvezomp hon-unan. Ne d-eo ket hep-ken o tec’het dioc’h ann drouk-ioulou nag oc’h enebi stard out-ho, eo ec’h hellot trec’hi anezho ; red eo oc’h-penn d’e-hoc’h gouzanv hep klemm hag en em lakaat gant fisians etre daouarn Doue. Koulskoude evesaomp, evel a lavar Jezuz-Krist, bezomp war evez ha pedomp. Ne d-eo ket diez trec’hi ann temptasionou kenta, o viret out-ho na zeufent da greski ha da c’hrisienna enn hor c’haloun. Ann hini en deuz re a fisians enn-han he-unan hag a zo dievez, hen-nez en devezo lamm digant ann drouk-spered. Ha c’hoant hoc’h eus-hu da veza treac’h d’ezhan evit gwir ? Stourmit kalounek out-han da genta. Ha falvezout a ra d’e-hoc’h kaout ho mad er stourm-ze a zigas Doue d’e-hoc’h ? Ansavit n’oc’h netra nemet dister-