Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
I LEVR. — XV KENTEL.

re all, evit kaout abek enn-ho hag evit barn anezho. Ankounac’haat a reomp neuze eo Doue hep-ken a zo barner ar c’halounou. E leac’h mont da furcha e kaloun ar re all, displegomp kentoc’h plegou hor c’houstians ; enn-hi e kavimp abek a-walc’h da veza trugarezuz e-kenver hon nesa ha da gaout spount raz-omp hon-unan. N’hoc’h euz karg nemet ac’hanoc’h hoc’h-unan, ne viot lekeat da gred nemet evid-hoc’h hoc’h-unan. Na varnit ket ar re all, evit na viot ket barnet.




PEMZEKVED KENTEL.


War ann oberiou a garantez.


1. — War zigarez netra, nag ivez ha pa ve evit plijout d’eur mignoun d’e-omp, ne dleomp ober drouk e-bed. Evelato ec’h hellomp a-wechou, mar hon euz c’hoant da ober vad d’ann hini en deuz ezomm, choum eunn draik heb ober ann oberiou mad, pe lakaat anezho da zont da veza gwelloc’h c’hoaz. Oc’h ober evel-se, ar mad a felle d’e-omp da ober ne d-a ket da goll ; dont a

ra da veza gwell.

2*