Mont d’an endalc’had

Pajenn:Troude ha Milin - Imitation Jezuz-Krist, 1862.djvu/549

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
537
IV LEVR. — X KENTEL.

vez peger sempl omp, ann hini a zo deuet d’hor parea, hen-nez ne c’houlen ket digan-e-omp e vemp evel sperejou ann env abarz tostaat oc’h eienen ann holl c’hrasou ; ne c’houlen ken nemet ma vezimp neteet dre ar binijen, nemet ma tostaimp oc’h ann aoter gant eur galoun c’hlac’haret, gant eur c’heuz gwirion euz hor pec’hejou, gant eur c’hoant stard hag eur garantez flamm. Enn amzer ma kase diout-han ar Farizianed rok, ha ma taole he valloz war-n-ezho, Jezuz a zigemer mad ar c’hreg-pec’herez ; truez en deuz out-hi o veza ma’z eo gwir glac’haret he c’haloun, hag e lavar d’ezhi enn eur vinniga he daelou : Kalz a bec’hejou a vezo distaolet diwar-n-ezhi, o veza ma e deuz bet kalz a garantez.

Ar re zo aounik ho c’houstians hag a bella pell amzer evit se dioc’h ar goumunion, ar re-ze aliez a zo rogentez enn ho c’haloun, siouaz d’ezho. E-leac’h heulia aliou ann hini a zo oc’h hon hincha a berz Doue, ni a fell d’e-omp en em ren hag en em varn hon-unan. Nag houn-nez zo eur fazi vraz a gas ann den, kaer en deuz, da goll fisians Doue pe da gaout re a fisians enn-han he-unan. Spountusa tra !

Diwallit ’ta na zilezfac’h hent ar zujedigez ; ann henchou all a gas da goll. Ma virer ouz-hoc’h na dostafac’h oc’h ann daol zantel, choumit adre enn eur oue-